Kameroun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ki:Cameroon
+ig; +Kerandafar
Linenn 52:
|notennoù =
}}
'''Kameroun''' (''Cameroun'' e galleg, ''Cameroon'' e saozneg) zo ur stad eus kreiz [[Afrika ar C'hreiz|kreiz Afrika]]. En-dro dezhi emañ [[Nigeria]] er gwalarn, al [[lenn Tchad]] en norzh pellañ, Bro-[[Tchad]] er biz, ar [[Republik Kreizafrikan]] er reter, [[Republik Kongo]] er gevred, [[Gabon]] ha [[Ginea ar C'heheder]] er su. Digor eo war [[Pleg-mor Ginea]] er c’hornôg. [[Yaoundé]] eo ar gêr-benn, met [[Douala]] eo ar gêr vrasañ ; o-div zo enno tremen ur milion a annezidi.
 
KalzigKalzik a venezioù zo er vro. Ar menez uhelañ eo ar [[menez Kameroun]] (4 070 m), ur menez-tan nepell diouzh aod [[Pleg-mor Ginea]]. Ribl kreisteiz al lenn Tchad zo e Kameroun hag eno eo kalz sec’hoc’h an amzer. Diseurt eo dremmoù ar vro, ken eo bet lesanvet e galleg "l’Afrique en miniature".
 
Trevadennet e oa bet Kameroun gant an [[Alamagn|Alamaned]] en {{XIXvet kantved}}. Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] e voe fiziet an darn vrasañ eus an drevadenn alaman e [[Impalaeriezh trevadennel Frañs|Bro-C'hall]] hag ul lodenn vihanoc’h, er gwalarn, er [[Impalaeriezh Breizh-Veur|Rouantelezh Unanet]]. E [[1961]] e voe embannet dizalc’hiezh Kameroun, ganet diwar unvaniezh Kameroun c’hall hag al lodenn su eus Kameroun saoz. ''Republik Kevreadel Kameroun'' krouet evel-se a voe treuzfurmet en ur ''Republik Unvan'' e [[1972]]. Abaoe [[1984]] ez eo ''Republik Kameroun'', hepmuiken, anv ar stad (''République du Cameroun'' e galleg ha ''Republic of Cameroon'' e saozneg), ha div yezh ofisiel zo ganti, ar galleg hag ar saozneg, yezhoù an drevadennerien gent. Ur vro sioul ha stabil a-walc’h eo Kameroun ha diorroet eo al labour-douar hag an hentoù, kenkoulz ha greanterezh an [[tireoul]]. El lodenn eus ar vro a oa bet e dalc’h Breizh-Veur ez eus un emsav a stourm ouzh ar stad kreiz avat.
 
{{Afrika}}
Linenn 62:
{{AC'hI}}
{{Frankofoniezh}}
 
{{Commons|Cameroun}}
 
[[Rummad:Kameroun]]