Horus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
Marteze a-walc'h e veze azeulet Horus adalek ar Ragistor. Ar roll rouanez a gaver war [[papirus]] Turin a ra warlerc'hidi Horus eus ar rouanez a renas Bro-Egipt goude ren an doueed. Kavout a reer dija ar falc'hun sakr war bladenn [[Narmer]], e deroù ar prantad istorel, hag adalek neuze e vo atav liammet ouzh rouanez an Henegipt.
 
 
 
 
 
 
 
==Mojenn Horus==
 
 
===Horus ha Seth===
[[skeudenn:Egypte louvre 067 triade.jpg|thumb|230px| Ispilhenn gant anv ar roue Osorkon II. Tiegezh an doue Osiris : Horus hag Isis. Aour, maen-pers ha gwer ruz, 874-850 kent J.-K.(Mirdi al Louvres)]]
 
Goude marv [[Osiris]] hag e zilec'h d'ar bed dindanzouar e oa bet maget e vab Horus gant e vamm [[Isis]], e surentez e geunioù an delta. Pa oa deuet d'e vent e klaskas adkemer kurunenn e dad digant [[Seth]] en doa dalc'het anezhi dre nerzh.
Mont a reas dirak lez-varn an [[navad|Navad Bras]]. [[Re]] an hini a oa e penn al lez-varn ha Tot e oa ar grefier. Komz a reas eus muntr e dad gant Seth, hag eus an tron Egipt a oa bet skrapet digantañ. Teneraat a ra kalon ar varnerien met en arvar e chomont dirak arguzennoù an div gostezenn o vont a-du gant an eil hag egile a-bep-eil.
Emañ ar gwir gant Horus. Met ne c'hall ket an doueed tremen hep skoazell Seth a-enep an aerouant [[Apopis]].
 
 
Isis a ra trouz abalamour da sikour he mab met difennet eo outi dont en-dro dirak al lez-varn. Met Isis a gemer neuz ur fulenn a blac'h ha, deuet da sellet ouzh ar varn er stumm-se, e teu a-benn da zesev Seth. Goulenn a ra e sikour : Un estren, emezi en deus laeret deñved he fried marv digant he mab. Disklêriañ a ra Seth neuze emañ ar gwir gant he mab hag e tlee bezañ restaolet e hêrez dezhañ. En em ziskouez a ra Isis en he stumm gwirion neuze. Seth en deus barnet e gaz e-unan!
 
 
Kinnig a ra Seth neuze en em gannañ gant Horus hag asantiñ a ra hemañ. Stourm a reont dindan stumm daou zourvarc'h dindan dourioù an Nil. Klask a ra Isis Sikour he mab en ur deurel un treant en dour. Ar wezh kentañ e c'hloaz he mab hag an eil, teneraet gant klemmoù he breur Seth, e lez anezhañ da zistreiñ d'an emgann en-dro. Hag Horus, droug ennañ, er-maez eus
an dour, ha troc'hañ he gouzoug diwar he fenn hag eñ kuit gantañ.
 
Hudourez eo an doueez. Hi ha kemer he fenn ha mont davet an doueed all. Pareet e voe gant Tot met ur penn buoc'h a rankas hennezh lakaat war he divskoaz e-lec'h an hini orin. Abalamour da se e vez diskouezet gant kerniel hir.
 
 
Neubeut amzer goude-se, Horus zo dizoloet kousket en un oaziz gant e eontr a ziframm e zaoulagad digantañ ha e lez da vervel er gouelec'h. Degouezhout a ra [[Hator]] hag e pare an doue yaouank.
 
Erru skuizh gant o drougoberoù e c'houlenn Re digante en em glevet diouzhtu. Ijinañ a ra Seth un dro-widre evit trec'hiñ e niz memes tra met mont a ra e denn er c'hleuz. Droug ennañ e c'houlenn neuze ouzh an Navad Bras ma vint barnet diwar disoc'h an duvel : Pep hini a savo ul lestr maen hag e vo ur redadeg war an Nil. Mont a raio kurun Egipt gant an trec'hour.
 
<!--
Kregiñ a ra neuze un emgann dibaouez ha spontus, arouez an emgann etre an
deiz hag an noz.
Koll a reas Horus e lagad en emgann. Pareet e oa gant an doue [[Tot]]. Diouzh e du e kollas Seth unan eus e zivgell hag e chomas dic'halloud, ar pezh a zispleg perak e zamani a vremañ, ar gouelec'h, a chom difrouezh ha krin.
 
Evit lakaat ar peoc'h da ren etre an daou enebour e sav an doueed ur banvez.
 
Kregiñ a ra an emgann etre Horus ha Seth adarre.
 
Pevar-ugent vloaz e pad a prosez
 
Osiris a oa chomet mut betek-henn a c'hourdrouz neuze miret ouzh ar plant
hag ouzh an trevadoù a greskiñ ma ne zoujer ouzh gwirioù e vab. Spontet an
tamm anezhe, an doue a ro kurunenn Egipt da Horus.
-->
 
==Bugale Horus ==
 
 
Graet e vez « [[Bugale Horus|pevar bugel Horus]] » eus an doueed bihan a ra war-dro flugez ar re varv miret el [[listri kanopat]] : [[Amset]] (dezhañ penn un den) ; [[Hapi]] (dezhañ penn ur babouz) ; [[Douamoutef]] (dezhañ penn un aourgi) ; [[Kebec'hsenouf]] (dezhañ penn ur falc'hun).