Pasquale Paoli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: fr:Pasquale Paoli
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
'''Pasquale Paoli''' ('''Pascal Paoli''' e galleg) ([[6 Ebrel|6 a viz Ebrel]] [[1725]] - [[5 C'hwevrer|5 a viz C'hwevrer]] [[1807]]) a oa ur brogarour hag un dispac’her eus [[Korsika]].
 
Paoli a oa bet ganet e La Stretta, e parrez [[Morosaglia]]. Mab e oa da [[Giacinto Paoli]], a oa bet ministr gant ar roue [[Theodor I (Korsika)|Theodor Iañ a Gorsika]], hag a oa bet o’n em gannañ a-enep yev [[Genova]] war an enez. Pa voe trec’h armeoù GenoaGenova e rankas Giacinto Paoli mont d’an harlu. E [[1739]] ez eas da [[Naplez]], en [[Italia]], gant e vab. Pasquale a reas e studioù eno. Goude-se e voe ofiser en arme roue Naplez betek [[1755]]. Da neuze e tistroas da Gorsika, d’an [[29 Ebrel|29 a viz Ebrel]], da reiñ harp d’an emsavadeg nevez a-enep galloud Genova. D’an [[13 Gouere|13 a viz Gouere]] e voe dilennet ''Capu Generale'' (pennrener) an emsavadeg a-enep Genova, e kouent Sant Antone de la Casabianca. Diwezhatoc’h er bloavezh-se, e miz Du, e voe embannet dizalc’hiezh Korsika.
 
Evit bezañ degemeret gant an holl, ha pa n’o dije ket votet evitañ, ha peogwir e kare e vro, e klaskas Paoli kas da benn unaniezh ar vroad war an dachenn bolitikel. Ur wech trec’het war e enebourien (an dud o doa votet evit lakaat tud all e penn an emsavadeg pe ar re a-du gant Genova), e voe, da vat, rener ar vro. Ur [[Bonreizh|Vonreizh]] a voe savet ha roet e voe ar gwir da votiñ d’an holl. Bonreizh Korsika a voe skrivet gant tud a lezenn eus an enezenn, bodet gant Paoli. Gant ar Vonreizh-se e voe awenet hini ar [[Stadoù-Unanet]]. Dont a rae Korsika da vezañ ar stad demokratel gentañ en Europa. Trec’h e voe ar Gorsiz war armeoù Genova a voe kaset er-maez eus an enezenn, war-bouez un nebeud kêrioù war an aod. Neuze e stagas Paoli da sevel da vat ur gwir stad, ma veze rannet ar galloudoù, ha gant ur velestradurezh efedus. Krouet e voe ur skol-veur e [[Corti]]. E Corti ivez edo sez ar gouarnamant.