Jakez Kerrien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 52:
====Arroudenn====
 
"''Skuiz e oan pelloc'h o klevout ma zud o lavarout d'in bemdez :''
 
''-Te hag a blij d'it kement gwelout traou koz ar vro, n'out ket bet c'hoaz o sellout ouz ar Roc'h Toull. Che !''
 
''Ha me a blege va fenn gant ar vez, rak hen anzav a ranken, abaoe an amzer e oan o c'haloupat dre ar vro, n'em boa ket gwelet c'hoaz ar Roc'h Toull.''
 
''-Ret e vo d'in, emezoun-me d'in va-unan, mont da welout an estlamm-ze, an eizvet marzenn eus ar bed, paneve nemet evit lakaat an dud-man da rei peoc'h d'in gand o zorr-penn.''
 
''Siouaz ! an heol a zave bemdez a-zioc'h ar menez, hag a guze bemdez er mor; bemdez ivez eun abeg bennak a gase ac'hanoun gand eun hent na oa ket hent ar Roc'h Toull. An dervezioù am boa da chom er gêr a vije aet a-benn eun eizvetezenn. Aon am boa da lavarout kenavo d'am parrez hep beza bet an eurvad da welout gant va daou lagad ar burzud a lakae kement a varvailhou war deod ravorezed va fennkêr. Koulskoude an dra iskis-se ne c'hoarvezas ket.''" (Ar Roc'h Toull, Gwalarn, 1926)
 
===Oberennoù arall===