Jakez Kerrien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 45:
Embannet eo bet ''Ar Roc'h Toull'' a-dammoù, trizek tamm anezhi, e-barzh ''Le courrier du Finistère'' (1925-1926) ha peuzgoude e-barzh ''Gwalarn'' (1926) hag adembannet gant [[Emgleo Breiz]] (1957, 1995). Ur romant berr an hini eo, skrivet e Roma, p'edo Jakez Kerrien war ar studi en ur skol renet gant ar Jezuisted. Evit kantvet deiz-ha-bloaz Jakez Kerrien e voe embannet ''Ar Roc'h Toull'' en un doare divyezhek, gant an destenn e galleg, gant ar gelaouenn ''Armorika''.
 
Ar gouron ar pennañ zo ur paotr yaouank er romant ha gweladenniñ a ra ur c'hev, hini ar Roc'h Toull, ambrouget gant e vreur. Kejañ a ra ouzh ur paread tud, c'hoarierion-kilhoù hag imbourc'herion anezho, hag a glask un dra a c'hallfe bezañ un teñzor kuzhetkuzh.
 
Ar romant-se eo pennoberenn Jakez Kerrien. Honnezh zo ul levr berr a-walc'h, marzhus ha fentus war un dro, levezonet gant endro ar skrivagner : hini e vloavezhioù-skol ha hini e yaouankiz e bro-Leon. Ennañ e kaver mojennoù vreizhat ha menegoù eus ar sevenadur hollvedel. Se zo ur romant a faltazi ("un danevell varzhus" hervez soñj [[Abeozen]]) e-men e kaver levezon lennadennoù ar skrivagner evel Dante pe prederourion a vro-C'hres, reoù an Akademiezh, lakaet asambles gant gerioù eeun yezh ar beizanted hag al levezon kristen. Ur meni romant-deskiñ eo, a-ouenn gant romantoù kevrinus ar skol romantel, skrivet en ur yezh "c'hwek ha pinvidik" hervez [[Fañch Morvannou]].