Jakez Kerrien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23:
'''Jakez Kerrien''' ([[Sant-Tegoneg]], [[1900]] - [[Gwened]], [[1992]]) a oa ur skrivagner brezhonek.
 
Hennezh a oa unan eus ar skrivagnerion gentañ stag ouzh skol [[Gwalarn|Walarn]], bet war ar studi e skol tadoù Kalonoù-Sakr Picpus en Hondarribia, en [[Euskadi]], a-gevret gant ar skrivagnerion arall [[Jakez Riou]] ha [[Youenn Drezen]]. Paneve pennadoù-skrid e meur a gelaouenn pe journal, ne skrivas Jakez Kerrien nemet ur romant, ''Ar Roc'h toull'', koulz lavaret. War-lerc'h ha ken abreabred hag ar bloavezhioù 1930 e ouestlas e vuhez a-bezh d'an abostolerezh ha d'ar Feiz, evel beleg, kent mervel e 1992.
 
==Buhez==
Linenn 29:
D'ar bloavezh 1900 eo e voe ganet Jakez Kerrien e parrez [[Sant-Tegoneg]] (Bro-Leon), er gêriadenn a Bennaneac'h, en ur familh a gouerion baour.
 
Abalamour d'al lezennoù a voe votet war-lerc'h an disparti etre an Iliz hag ar Stad e voe serret skol Sarzhav e-men e veze stummet an doaredanvez-beleion yaouank ha neuze ez eas Jakez Kerrien da gloerdi tadoù a'r C'Halonoù Sakr Picpus, en Hondarribia, en Euskadi, e 1911, d'an oad a unnek vloaz, a-barzh mont da leandi Miranda de Ebro e Kastilha-Gozh e 1916, e-men e reas anaoudegezh gant [[Jakez Riou]] ha [[Youenn Drezen]]. Eno e studijont meur a yezh evel ar spagnoleg, al latin, ar galleg pe ar saozneg. An tad Wilfrid Müller, hag a oa unan eus beleion veur ar c'hloerdi, a aotreas Jakez Kerrien hag e gavandidi da beurzeskiñ ar brezhoneg. Kement-se a veze graet a-ziwar levrioù a zeolegezhzeoliezh hag ''Emgann Kergidu'' [[Lan Inizan]]. Kuitaat a reas al leandi-se e miz Eost 1919.
 
Anvet e voe Jakez Kerrien da gelenner e bro-Velgia, e 1919-1920. E-kerzh e goñje, graet gantañ e [[Gwened]], e 1920, e reas anaoudegezh gant [[Roparz Hemon]] ha gant hemañ e vo lakaet e darempred gant [[Frañsez Vallée]] ha [[Meven Mordiern]]. War-lerc'h e amzer-soudard ez eas da Roma, e-lec'h ma heulias kentelioù doueoniezh ha prederouriezh, a-barzh bout beleget er bloaz 1926 e Sant-Tegoneg.