Agence Bretagne Presse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D clean up using AWB
D Quelques précisions historiques
Linenn 1:
'''ABP''' pe '''Agence Bretagne Presse''' zo un aozadur kelaouiñ diwar-benn [[Breizh]] a ya en-dro e [[galleg]], [[brezhoneg]] ha [[saozneg]], ha dezhañ stumm ul [[lec'hienn Internet]]. Savet e oa bet e miz Here [[2003]] gant [[Philippe Argouac'hArgouarch]], un ijinour war an [[urzhiataerezh]], ganet e [[1950]] er [[Sables-d'Olonne]].
Diwar skouer an ABP eo bet krouet, e miz Here [[2009]], al lec'hienn ''[[Vendée News]]'' gant [[Guy-André Coquet]].

==Istor==
Pa oa Philippe Argouac'hArgouarch o labourat e [[Kalifornia]] en doa meret lec'hienn Kevredigezh Breizhiz Kalifornia en doa krouet e [[2000]]. Pa reseve kemennadennoù war ar brizonidi vreizhat en doa savet ur [[rubrikenn]], dezhi an [[talbenn]] "Agence Bretagne Presse", a reas berzh bras. Ur wech deuet da Vreizh en-dro e [[2001]] e talc'has Philippe Argouac'h da adsevel ul lec'hienn dindan an anv-se. Miret en deus [[geriadur Favereau]] enlinenn ha [[renabl]] al lec'hiennoù breizhat.
E 2008 e voe krouet ouzhpenn d'an ABP, ur stumm nevez evit kelaouiñ, an ABP-TV. Er memes bloavezh e vo kudennoù arc'hant gant ABP, dre-se e voe aozet ur ''webothon'' evit dastum arc'hant, bep bloaz e vez aozet un abadenn eus ar seurt.

En derou, an ABP a oa ur gevredigezh 1901, met aet eo da frezu-stal. Hiriv e chom P. Argouarch perc'henn an domani hag ar servijourien, met eilet eo an ABP gant ar gevredigezh, ABPMM (ABP multimédias). Ur seurt kuzul an dud fur a zo bet krouet en 2012 gant un nebeut kazetennerien pe dud bet kazetennerien.

==Danvez==
Linenn 11 ⟶ 12:

==Mont en-dro==
N'eus [[gopr]]ad ebet ha Philippe Argouac'hArgouarch a ra war-dro ar [[servijer]] e-unan e-pad 6 eurvezh bemdez. An herberc'hiañ ne ya ket ouzhpenn 400 euro ar bloaz.
6 den o deus kinniget bezañ anavezet evel kenskridaozerien e Breizh ha pelloc'h ha kas a reont [[keloù|keleier]] evit netra. Ouzhpenn-se ez eus tost da 1 000 den enskrivet evel [[mouezh]] o [[aozadur]]ioù. Kemennadennoù a bep seurt a vez lakaet enlinenn ha kaset e vezont gant [[strollegezh]]ioù, [[kevredigezh]]ioù ha [[strollad politikel|strolladoù politikel]], lies-tre o mennozhioù.

En un pennad-kaoz embannet gant [[Bremañ]] e miz Ebrel 2008, e lavare Philippe Argouac'h ne goust kazi netra lakaat enlinnenn miliadoù a bennadoù e n'eus forzh peseurt [[yezh]], ken eo aes kavout meur a destenn vrezhonek en ABP, ar pezh n'eo ket posupl gant priz ar paper.

E derou ar bloaz [[2008]], ne oa ket mui posupl d'ar servijer orin gouzañv ar gweladennoù niverus pa rae berzh an ABP er bed a-bezh ha 2 400 euro a oa dleet. Ur galv evit rastellat [[arc'hant]], ar ''Webothon'' hervez ar merour, a zegasas 4 000 euro evit prenañ un urzhiataer galloudusoc'h.

Er pennad-kaoz ec'h embanne Philippe Argouac'hArgouarch e veze 5 000-6 000 gweladenn bemdez ha war-dro 200 000 bep miz.

Ur skipailh kazetennerien a-youl-vat ha kronikerien a zo bet bodet en-dro d'an ABP. Araokadennoù zo bet graet e-kenver ar skridaozañ hag ar filmañ gant ostilhoù video simpl.

==Kudennoù==

*E [[2008]] ez eus kroget kudennoù teñzorouriezh gant ABP, aozet e vo neuze ur webothon evit klask dastumm arc'hant. Er fin eo bet tapet 5 000 € ganto.
*Er memes bloavezh eeo vobet aet un afer el lez-varn, met gounezet en deus ABP.
*D'an 28 a viz Ebrel [[2009]] e embannas ABP un interview eus Frederig ar Bouder, prezidant [[Adsav]], un nebeut aozadurioù breizhat a gavas e oa un doare meuleudi evit ar strollad-se. Divizet e voe neuze gant [[44=BZH]] hag [[Unvaniezh Demokratel Breizh]] (hag e holl kevrennoù) chom hep kas o c'hemennoù ken da ABP.

Linenn 29 ⟶ 31:

==Lennadurezh==
* [[Milio Latimier]], Ar Benveg Priziet. ''In'' : [[Bremañ]], n° 318, Ebrel 2008. Pennad-kaoz diwar [[komz]]où Philippe Argouac'hArgouarch.
* [[Prezegenn]] c'hallek gant Philippe Argouac'h diwar-benn an ABP d'an 8 a viz Mae 2008 e [[Naoned]] : [http://www.agencebretagnepresse.com/play3.php?video=conf-abp.mpg&play=stop&photo=10635.jpg&width=340&height=286]