Jakez Kerrien : diforc'h etre ar stummoù

5 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 47:
Ar gouron ar pennañ zo ur paotr yaouank er romant ha gweladenniñ a ra ur c'hev, hini ar Roc'h Toull, ambrouget ma'z eo gant e vreur. Kejañ a ra ouzh ur paread tud, c'hoarierion-gilhoù hag imbourc'herion anezho, hag a glask un dra a c'hallfe bezañ un teñzor kuzh.
 
Ar romant-se eo pennoberenn Jakez Kerrien. Honnezh zo ul levr berr a-walc'h, marzhus ha fentus war un dro, levezonet gant endro ar skrivagner : hini e vloavezhioù-skol ha hini e yaouankiz e bro-Leon. Ennañ e kaver mojennoù vreizhat -evel mojenn ar C'hazh Du- ha menegoù eus ar sevenadur hollvedel. Se zo ur romant a faltazi ("un danevell varzhus" hervez soñj [[Abeozen]]) e-men e kaver levezon lennadennoù ar skrivagner evel Dante pe prederourion a vro-C'hres, reoù an Akademiezh enta, lakaet asambles gant gerioù eeun yezh ar beizanted hag al levezon kristen. Ur meni romant-deskiñ eo, a-ouenn gant romantoù kevrinus ar skol romantel, skrivet en ur yezh "c'hwek ha pinvidik" hervez [[Fañch Morvannou]].
 
====Arroudenn====
Implijer dizanv