Jakez Kerrien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 60:
 
''Siouaz ! an heol a zave bemdez a-zioc'h ar menez, hag a guze bemdez er mor; bemdez ivez eun abeg bennak a gase ac'hanoun gand eun hent na oa ket hent ar Roc'h Toull. An dervezioù am boa da chom er gêr a vije aet a-benn eun eizvetezenn. Aon am boa da lavarout kenavo d'am parrez hep beza bet an eurvad da welout gant va daou lagad ar burzud a lakae kement a varvailhou war deod ravorezed va fennkêr. Koulskoude an dra iskis-se ne c'hoarvezas ket.''
''Eur sulvez diskar-amzer, goude gousperou, e kemeren penn an hent a ya da Landivizio, gand ar c'hoant start dda aweladenniweladenni ar Roc'h Toull. Yann, va breur, a oa a-gevret ganen, rak hen kennebeut, ma en doa gwelet ar Roc'h Toull a-bell, n'en doa ket gwelet an diabarz, hag e felle d'ezan, eur wech en e vuhez, hen arvesti.E Menharz, anvet evel-se, evit doare, abalamour ma verk ar rann etre parrez Sant-Tegoneg ha Gwimilio, e kemeromp an hent bihan a gaso ac'hanomp betek Luzeg, tost d'ar Roc'h,. An hent a sav goustadik gand an dorgenn. En tu dehou d'eomp, e-touez an dero, e kaver gwezigou lus e-leiz : ac'hane e teu e ano da Luzeg. Ar vro a zo kaer-dreist : koadou d'an nec'h, pradeier d'an traon, gand eun tammig richer en o c'hreiz; en tu all d'ar c'han ar vourc'h, hag a-ziouti rouanez an ilizou tro-war-dro, uhel er vann, sklerijennet gand an heol, lorc'h enni gant he c'hened hag he ment. Uhelaat a reomp. En tu kleiz, war gostez all an draonienn, setu Boujez, brudet en istor ar barrez. Dre eno e tremenas sant Tegoneg eun devez; goulenn a reas eur banne dour da derri e sec'hed. Boujeziz a isas ar chas war e lerc'h. Hag ar Sant da lavarout d'ar pennou fall-ze :''
 
''-Boujez a voujezo, biken dour mat n'en devezo.''