Diforc'hioù etre adstummoù "Paris (mab Priamos)"

D (r2.7.2+) (Robot kemmet: sr:Парис (митологија))
Pa voe deuet bras e tibabas an [[nimfenn]] [[Œnone]] da bried. Honnezh a oa merc'h d'an doue-stêr [[Kebren]], hag ur mab o doe, anvet [[Koritos]]. O dilezel a reas evit mont gant [[Elena]].
 
==Barnadenn arParis menez Ida==
Pa voe lidet eured [[Peleas]] ha [[Tetis]] war ar [[menez Olimp]] e oa pedet an holl zoueed evel-just. An holl? Nann 'vat, rak[[ Eris]], doueez an [[dizemglev]], ar c'hwezerez-tan anezhi, a oa bet lezet a-gostez.
 
Ha peogwir ne gave ket he c'hont he doadevoa graet he soñj kaout plijadur ivez diwar-goust ar re all. Neuze he doa kaset dezho un [[aval-aour]] a oa skrivet warnañ « d'an hini gaerañ» ( e [[gregach]] e oa Ἡ καλὴ λαϐέτω / ''hê kalê labetô'' ) : hennezh e oa « aval an dizemglev ».
 
Teir doueez a felle dezho kaout an aval: [[Atena]], [[Hera]] hag [[Afrodite]]. Dre ma oa savet chao etre an teir, dre ma ne felle ket da [[Zeus]] dibab, e voe kaset [[Hermes]] da c'houlenn digant Paris tennañ tud an [[eured]] eus ar gwall blegenn ma oant bet lakaet gant an drougoberourez Eris. Rak war ar menez edo Paris o tiwall e zeñved.
 
Hag an teir da glask levezoniñ ar paotr yaouank gant o fromesaoù.
Hera a bromete ur rouantelezh, Atena a oa prest da reiñ furnezh ha nerzh-kalon er brezel, hag Afrodite a ginnige karantez digant kaerañ plac'h Hellaz. Afrodite an hini a voe dibabet gant Paris, hag evel-se eo e voe kaset e diegezh hag e vro da get: da gentañ dre ma skrapas [[Elena Sparta]], ar priz prometet dezhañ gant an doueez, ha goude dre ma sachas war e gein [[kasoni]] ruz an div zoueez all a reas o seizh gwellañ evit enebiñ ouzh Troia. Meneg a se a ra ar barzh [[Homeros]] en [[Ilias]]:
 
<!-- [[Homère]] fait allusion à l'événement dans quelques vers du chant XXIV de ''l'Iliade'' :
=== An distro da Droia ===
 
Ha Pâris distreiñ da Droia da-geñver ur genstrivadeg aozet gant Priam entre priñsed kêr. Ar priz? Un [[ejen]] eus Menez Ida. Met da Baris e oa al loen, lamet eo bet digantañ, ha fellout a ra dezhañ kemer perzh er genstrivadeg evit adkemer anezhañ . Trec'h eo Paris e pep kenstrivadeg. En hini diwezhañ e rank c'hoari ouzh e vreur Hektor. Da gentañ e seblant bezañ an hini kreñvañ. Met fuloriñ a ra Hektor o welout un estren, a gav dezhañ, o terc'hel penn outañ, ha setu darbet dezhañ lazhañ Paris. evit saveteiñ e vuhez e rank Paris pignat war aoter [[Zeus]]. Neuze, Kassandra, a gave un tamm tres heñvel dezhañ, da c'houlennata ar gwaz yaouank, ma kompren e oa eñ an hini e oa ar bugel dilezet. Hag ar roue Priam, [[bouzar]] ouzh rakkemennoù an tonkadur, da zegemer ar priñs en e diegezh.
 
===Brezel Troia ===
183 881

modification