Chile : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adlakaat termen reishoc'h e-keñver douaroniezh + kempennoù all
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Flag of Chile.svg|thumb|Banniel Chile]]
[[Skeudenn:Mapa administrativo de Chile.png|thumb]]
'''Chile''', pe '''Republik Chile''' (''{{lang|es|República de Chile}}'' e kastilhaneg) hervez hec'h anv ofisiel, zo ur vro e mervent [[Amerika ar Su]], ha [[Santiago de Chile|Santiago]] eo ar gêr-benn anezhi. Hir-kenañ eo ar vro, stardet ma'z eo etre an [[Andoù]] hag ar [[Meurvor Habask]]. Harzoù he deus gant [[Perou]] en norzh, [[Bolivia]] er biz ha [[Arc'hantina]] er reter. Chile a glemmarc'h 1 250 000 km² a diriad en [[Antarktika]].
 
{{lang|arn|''Chile''}} zo ur ger [[mapoudoungouneg]] hag a dalv « lec'h ma'c'h echu ar bed », ha n'en deus netra da welet gant ar ger [[kastilhaneg]] {{lang|es|''chile''}} hag a zo anv ar [[pimant]]. Komzet e vez kastilhaneg gant an dud, e doare Chile. Yezhoù henvroat, pe amerindian, a vez komzet ivez: [[ketchwaeg|runa Simi]], mapoudoungouneg hag [[aymareg]], hag ur yezh [[Polinezia|polinezianek]] anvet ar [[rapanui|vânaga rapanui]] (en [[Enez Pask]]). N'eus statud ofisiel ebet ganto.
 
Ar ''[[peso]]'' eo ar moneiz.