Bro gozh ma zadoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
== Istor ==
=== Savet e Kembre... ===
[[Evan James]], gwiader ha barzh anezhañ (''Ieuan ap Iago'' e anv drouizh), a oa bet ganet e [[Caerffili]] ([[Kembre]]) e penn-kentañ [[1809]] (badezet e oa bet d'an [[11 a viz C'hwevrer]]) ha deuet e oa d'ober e annez da [[Pontypridd|Bontypridd]] ([[Kembre]]) e [[1847]] gant e familh. Hervez ar vojenn e vije bet savet ton ur ganaouenn gant e vab [[James James]], soner telenn anezhañ p'edo o pourmen a-hed glann ar [[Stêr Rhondda]] e-lec'h ma oa staliet labouradeg c'hloan e dad. P'edo ouzh e ganañ d'e dad e voe savet ar [[son]] (tri foz hepken) gantañ. Da gentañ e oa anvet ''Glan Rhondda'' ([[glann]] ar Rhondda). Kanet e voe evit ar wech kentañ e [[1856]], e miz [[Genver]] pe [[C'hwevrer]], en ur [[chapel]] gembreat anvet Capel Tabor e [[Maesteg]], gant ur vaouez eus Pontypridd, [[Elizabeth John]] hec'h anv.
 
Kreskiñ a reas brud ar ganaouenn war-lerc'h an [[eisteddfod]] bet dalc'het e [[Llangollen]] e [[1858]] hag embannet e voe e [[1860]] gant [[John Owen]] (''Owain Alaw Pencerdd'' e anv drouizh) e-barzh ''Gems of Welsh melody'' en ur reiñ he zitl - [[Hen Wlad fy Nhadau]] (Bro gozh ma zadoù e brezhoneg) - dezhi evit gwir. Kanet e voe ivez gant an tenor [[kembre]]at [[Robert Rees]] (pe ''Eos Morlais'' c'hoazh) da geñver eisteddfod [[1874]] e [[Bangor]]. E [[1905]] e oa bet kanet kent ur c'hrogad [[rugbi]] ouzh skipailh [[Zeland-Nevez|zelandneveziat]] an ''[[All Blacks]]''.