Wikipedia:Menegit ho taveoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
Distro da zanvez ar pennad: penaos lakaat daveennoù ha notennoù, etc.
Linenn 1:
Mat eo bezañ resisoc'h ha kaout un daveenn asur: lavaret piv en deus lavaret kement-mañ ha pelec'h e c'haller kaout kement-se (ha reiñ daveennoù a-zoare: levr, lec'hienn... pajenn, bloavezh).
 
==Wikipedia n'eo ket un dave==
N'hall ket Wikipedia (an hini brezhonek pe ar reoù all) bezañ lakaet da zaveenn. Dav eo kaout "eildaveennoù", da lavaret eo un oberenn diavaez (geriadur, studiadenn...) hag a c'hall bezañ gwiriet aes.
 
==Goulenn ma vefe lakaet daveennoù==
N'hall ket ar pennad-mañ bezañ ur c'hoariell etre daouarn den pe zen nag un digarez pe un arm d'ober brezel d'ar pennadoù pe d'ar genlabourerien na blijont ket dezhañ. Anat eo ez eus danvezioù ha n'eus ket bet skrivet diwarno e-maez ar wikipedia brezhonek.
Skrivañ evel-henn: <nowiki>{{Daveoù a vank}}</nowiki> war-lerc'h an arroudenn a gav deoc'h e vefe mat kaout un dave pe veur a hini.
 
Evel-just eo ne dalv ar boan goulenn daveennoù nemet evit traoù hag a c'hallfe sevel breud diwar o fenn, pe douetañs. Ne servij da netra lakaat war-lerc'h ''«gwenn eo an erc'h»'' pe ''«ur golvan a zo ul labous»''. Met evit traoù dic'hortoz pe nebeut anavezet evel ''«an dugez Anna a blije dezhi c'hoari ar bouloù»'' eo mat lakaat e pelec'h eo bet pesketaet seurt keloù ganeoc'h.
 
==Lakaat an daveennoù e stumm notennoù==
Evit lakaat notennoù, skrivañ an traoù etre <nowiki><ref></ref></nowiki> ha goude lakaat <nowiki><references/></nowiki> e traoñ ar bajenn (ma n'emañ ket c'hoazh), pe neuze, pa vez c'hoant lakaat bihanoc'h, pe war zaou vann: <nowiki>{{reflist}} {{reflist|2}}</nowiki>.
Da skouer, m'ho peus c'hoant da venegiñ pelec'h ho peus kavet ar c'hevatal brezhonek d'ar galleg "Olympe":
*'''Olimpos'''<nowiki><ref>Roparz Hemon, ''Nouveau dictionnaire breton-français'', Al Liamm, 1978, p.606a.</ref></nowiki></p>
 
==Pennad kar==
*[[Patrom:Daveoù a vank]] (da vezañ lakaet e-kichen an arroudenn a gav deoc'h e vefe mat kaout un dave pe veur a hini)
 
[[Rummad:Wikipedia]]