Meghalaya : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: as:মেঘালয়; Kemm dister
D Liamm diabarzh resisoc'h
Linenn 2:
[[Restr:Cherrapunji.jpg|thumb|200px|right|Kêr [[Cherrapunji]], al lec’h glepañ war an douar, a lenner war ar skritell-mañ.]]
 
'''Meghalaya''' zo unan eus [[Stadoù ha tiriadoù India|stadoù]] [[India]] e biz ar vro, war harzoù [[Bangladesh]]. ''"Kêr ar c’houmoul"'' eo ster an anv "Meghalaya" e [[sañskriteg]] hag en [[hindieg]]. En-dro da stad Meghalaya emañ [[Bangladesh]] er c’hreisteiz hag [[Asam]] en hanternoz. Ur stad vihan eo, gant war-dro 300 km hed eus ar c’hornôg d’ar reter ha war-dro 100 km eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz. E [[2000]] e oa poblet gant 2 175 000 a dud. [[Shillong]] eo ar gêr-benn, gant 260 000 a annezidi.
 
Ul lodenn eus [[Asam]] e oa Meghalaya betek miz Genver [[1972]]. Neuze e voe unanet ar c’hornioù-bro eus Asam ma veze komzet [[kaseg]] da vont d’ober ar stad nevez. [[Garoeg]] a vez komzet gant tud zo ivez ha saozneg eo yezh ofisiel ar stad<ref>[http://www.tlfq.ulaval.ca/axl/asie/inde-3pol-etats.htm Les politiques linguistiques des états indiens, Université Laval, Kebek]</ref>. Kristenien eo an darn vrasañ eus an annezidi (70% anezho).