Accra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Kêrbenn [[Ghana]] eo '''Accra'''. Un distummadur eus ar ger [[Akaneg|akanek]] [[:ak:Nkran|''Nkran'']] eo hec'h anv, a dalvez kement ha "merien" en abeg d'ar merionegi niverus a oa eno kent savidigezh kêr.<br />
Kêr vrasañ ar vro eo ivez, en arvor, ha kreiz an armerzh enni. Poblet e oa gant 1 963 264 a dud da vare renabl ofisiel ar bloavezh [[2010]]<ref>Porched ofisiel [http:///www.ghanao.gov.gh Ghana]</ref>.<br />
Gwiadoù graet er vro, koulz ha [[prenn]] a vez ezporzhierezporzhiet eus Accra.
 
Kresket eo kêr Accra en-dro d’ur c’hreñvlec’h savet gant [[Rouantelezh Unanet|Breizhveuriz]], d’unan savet gant [[Danmark|Daniz]] ha d’unan all savet gant [[Izelvroioù|Izelvroiz]], er [[XVIvet kantved|XVIvet]] ha {{XVIIvet kantved}}. E [[1877]] e teuas Accra da vezañ pennlec’h an drevadenn vreizhveurek, e-lec’h [[Cape Coast]]. Pa voe savet un hent-houarn da vont en argoad e teuas Accra, tamm-ha-tamm, da vezañ kreizenn armerzhel ''Aod an Aour''.