Bro gozh ma zadoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 11:

=== ...degouezhet e Breizh ===
[[William Jenkyn Jones]] a oa bet ganet e [[Cei Newydd]] ([[Kembre]]) d'an [[29 a viz Meurzh]] [[1852]]. Pastor protestant anezhañ e oa aet d'ober e annez d' [[An Oriant]] kerkent ha [[1852]] hag e [[Rosporden]], [[Kemper]] ha [[Pont-'n-Abad]] da c'houde. Deuet da [[Breizh|Vreizh]] evel misioner an emsav protestant kembreat a oa o tiorren eno abaoe dibenn an [[Impalaeriezh c'hall kentañ]] en devoa desket brezhoneg buan-kenañ. Gantañ e oa bet savet kentañ troidigezh Hen Wlad fy Nadhau e brezhoneg hag embannet e
TELEN AR C'HRISTEN :
CANTICOU SPIRITUEL
A
VEULEUDI DA ZOUE
DA GANA
ER RE-UNIONOU HAG ER FAMILLIOU

e [[1895]] e Kemper e ti an aotrou Cotonnec.

Dindan ditl ''Doue ha va bro (Tôn : Bro va Zadou)'' pemp poz a yae d'ober ar ''Cantic 77'' a-gevret gant un diskan :
Ô va mamm-bro ! cared a rann va bro,
Keit ma vô'r môr 'vel mur en dro,
Ra vezo libr atao va bro.

Estreget gerioù orin kan broadel Kembre en devoa ouzhpennet daou boz all evit tagañ ouzh ar vezventi a rae freuz ha reuz e Breizh. Daou zoare all, damgemmet an eil kement hag egile, a oa bet embannet e [[1910]] ha [[1926]].