Bro gozh ma zadoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
 
 
Ganet e oa bet [[Frañsez Jaffrennou]] (''Taldir'' e anv drouiz) d'ar [[15 a viz Meurzh]] [[1879]] e [[Karnoed]]. E [[1897]] e oa war e studi e skolaj Sant Jarl [[Sant-Brieg]] e-lec'h m'edo o paouez kregiñ da zeskiñ kembraeg gant e gelenner brezhoneg [[Frañsez Vallée]]. Chañs a zo en defe klevet kanañ Hen Wlad fy Nhadau pa oa aet, a gevret gant Frañsez Vallée ha Bretoned all, d'an eisteddfod a oa bet dalc'het e [[Kerdiz]] e miz [[Gouere]] [[1899]]. Daoust ma ne oa ket bet kadarnaet gant Taldir gwech ebet e tiskouez bezañ anat en devoa azasaet gerioù brezhonek Jones ha n'eo ket reoù gembraek James evel m'en devoa disklêriet e-barzh niverenn 52 ar gelaouenn ''[[An Oaled]]'' e [[1935]]. Embannet e voe e azasadenn er gazetenn gatolik ''[[La Résistance (Croix de Morlaix)]]'' d'ar [[27 a viz Genver]] [[1900]] dindan anv ''BRO GOZ MA ZADOU (HENVELIDIGEZ)''. Pevar foz e oa hag an diskan :<br>O ma Mam-Vro ! me gar ma Bro.<br>Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro,<br>Ra vezo digabestr ma Bro.
 
<!--