Banniel Iwerzhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 37:
== Istor ==
Kroget e voe d’ober gant an triliv er [[bloavezhioù 1830]], evit lidañ trec’h [[Dispac'h gall 1830|Dispac'h 1830]] e Bro-C’hall. Al liv gwer hag al liv orañjez a oa anavezet, pep hini diouzh e du, abaoe ur pennad mat.
[[Skeudenn:Flag of Leinster.svg|thumb|Banniel kozh ar vroadelourien a denne da hemañ, hini proviñs [[Leinster]]. Graet e vez gantañ c'hoazh da [[banniel-staon|vanniel staon]] gant [[Morlu Iwerzhon]].]]
[[Skeudenn:Flag of the Orange Order.svg|thumb|Banniel [[Urzh Orañjez]].]]
Ur banniel gwer gant un [[telenn|delenn]] en e greiz a oa arouez broadelourien Iwerzhon, abaoe ar {{XVIIvet kantved}}. E dibenn an {{XVIIIvet kantved}} e oa deuet da vezañ banniel ar republikaned a oa bodet er strollad [[United Irishmen]]. [[Urzh Orañjez]], ar strollad a vode Protestanted, e biz an enezenn dreist-holl, e koun ar roue [[Gwilherm III (Bro-Saoz)|Gwilherm III]] a oa bet trec’h war emsavidi gatolik Iwerzhon e 1690. En {{XIXvet kantved}} e teuas ar soñj tamm-ha-tamm gant republikaned Iwerzhon e oa dav unaniñ an div gumuniezh-se, evit sevel ur stad iwerzhonat dizalc’h.
Linenn 43:
Ar skouer gentañ a anavezer eus implij an tri liv evel arouez broadelour a oa e miz Gwengolo [[1830]], pa voe gwelet kokardennoù el livioù-se gwisket gant tud a felle dezho lidañ [[Dispac'h Gall 1830|Dispac'h 1830]] e Bro-C’hall. Ar banniel, evel m’en anavezomp bremañ, a voe krouet e 1848 gant [[Thomas Francis Meagher]] eus an emsav [[Iwerzhon Yaouank]]. E [[1916]] e voe dispaket bannieloù evel-se e-pad [[Emsavadeg Pask]], evit aroueziañ ar Republik nevez. Degemeret e oa bet an triliv da vanniel ofisiel gant [[Stad Dieub Iwerzhon]], pa oa bet savet houmañ e 1922. Ha kadarnaet e oa bet an dibab-se e bonreizh miz Kerzu 1937 ha, goude-se, pa zeuas Iwerzhon da vezañ ur republik e [[1949]].
 
Ar banniel triliv-se zo, evit broadelourien Hanternoz Iwerzhon, arouez enez Iwerzhon en he fezh, hag implijet e vez ganto evel-se. Goude savidigezh [[Norzhiwerzhon|Hanternoz Iwerzhon]] e 1922, ne oa nemet an [[Union Jack]], banniel ar [[Rouantelezh Unanet]], a oa ofisiel eno, hag ivez an ''Ulster Banner'', banniel Gouarnamant Norzhiwerzhon etre 1953 ha 1972. Ha berzet eo bet an implij eus an triliv gant al lezenn e-pad meur a vloaz.
 
==Bannieloù kar==