Eizhbit : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: bg:Октет
Adsavet ar bajenn
Linenn 1:
'''Ur steudadpakad eizh [[Bit|bit]] eo una anver '''eizhbit''' en [[Urzhiataerezh|urzhiataerezh]], peda beitlavaet eo ul '''liesbit''' ("''byte"'' e [[Saozneg|saozneg]]) pe8 "octet"bit e galleg)'''ennañ.
== Framm un eizhbit ==
Unanenn ar sifroù en niveriñ diazez daou eo ar bit : '''20''' = '''1''', kentañ talvoudegezh goude '''0''' er reizhiad daouredel (diazez 2).

Pa ne c'hall ur bit bezañ kevatal nemet da '''0''' pe da '''1''' e c'hall un eizhbit kemer forzh pe dalvoudegezh etre '''00000000''' ha '''11111111'''.

Ur ''pouez'' a roer da bep bit un eizhbit, hervez e c'halloud er reizhiad daouredel : ar bit gwanañ a dalvez 20, ar bit kreñvañ o vezañ an hini kentañ war an tu kleiz – ar ''bit muiañ pouez'' a reer anezhañ <ref>ÉTIENNE Guy, ''Geriadur ar stlenneg'', Preder, Plomelin, BZH, 1995 ISBN 978-2-901383-14-7</ref> ; kement ha 27 eo e bouez.

Da skouer : 10011101
Bez' e c'heller treiñ pouez un eizhbit er reizhiad dekredel (diazez 10) hervez an daolenn amañ da heul :

Peurliasañ e vez muzuliet barr ar skoroù kadaviñ e stlenneg gant ar werzh "eizhbit" pe unan eus he lieskementoù : Ke (Kilo-eizhbit), Me (Mega-eizhbit), Ge (Giga-eizhbit), Te (Tera-eizhbit)...
{| class="wikitable centre" width="40%"
|+ Pouez ar bitoù en un eizhbit

! scope="col" | Bit
1
! scope="col" | Bit
2
! scope="col" | Bit
3
! scope="col" | Bit
4
! scope="col" | Bit
5
! scope="col" | Bit
6
! scope="col" | Bit
7
! scope="col" | Bit
8

! scope="row" | Pouez daouredel
| 2'''7'''
| 2'''6'''
| 2'''5'''
| 2'''4'''
| 2'''3'''
| 2'''2'''
| 2'''1'''
| 2'''0'''

! scope="row" | Pouez dekredel
| ''128''
| ''64''
| ''32''
| ''16''
| ''8''
| ''4''
| ''2''
| ''1''

* Diwar an daolenn-se e c'heller kendastum eo pouez an eizhbit '''00000000''' kement ha '''0''' er reizhiad dekredel, pa dalvez '''11111111''' kement ha 128 + 64 + 32 + 16 + 8 + 4 + 2 + 1 = '''255'''.
== Treiñ un niver dekredel en un eizhbit ==
Ne c'haller treiñ nemet an niveroù dekredel etre 0 ha 255 en un eizhbit. Evit ober kement-se ez eo trawalc'h c'hoari gant pouez pep bit. Da skouer :
* Treiñ '''247''' :
::247 zo brasoc'h eget 128, neuze e vo '''1''' ar bit kentañ (ar bit muiañ pouez) ; chom a ra 247 - 128 = '''119'''
::119 zo brasoc'h eget 64, neuze e vo '''1''' an eil bit ; chom a ra 119 - 64 = '''55'''
::55 zo brasoc'h eget 32, neuze e vo '''1''' an trede bit ; chom a ra 55 - 32 = '''23'''
::23 zo brasoc'h eget 16, neuze e vo '''1''' ar pevare bit ; chom a ra 23 - 16 = '''7'''
::7 zo bihanoc'h eget 8, neuze e vo '''0''' ar pempvet bit
::7 zo brasoc'h eget 4, neuze e vo '''1''' ar c'hwec'hvet bit ; chom a ra 7 - 4 = '''3'''
::3 zo brasoc'h eget 2, neuze e vo '''1''' ar seizhvet bit ; chom a ra 3 - 2 = '''1'''
::1 zo kevatal da 1, neuze e vo '''1''' an eizhvet bit.
:::> '''1 1 1 1 0 1 1 1''' eo an eizhbit a dalvez kement ha '''247'''

:::Aes eo gwiriañ : 128 + 64 + 32 + 16 + 4 + 2 + 1 = '''247''', pe : 255 - 8 (bit lakaet da 0) = '''247'''.
== Implij an eizhbitoù ==
Mard eo ar ''bit'' [[Elektron|elektron]] an hollved niverel ez eo an eizhbit an [[Atom|atom]] anezhañ. Implijet e vez war kement live a zo er stlenneg : en ho urzhiataer, en ardivink a zo etre ho urzhiataer hag ho rouedad [[Pellgehenterezh|pellgehenterezh]], etre ar rouedad-se ha hini an [[Internet]], betek e diabarzh urzhiataerioù bras a herberc'h [[Wikipedia]] evidoc'h. Setu amañ un nebeudig eus an traoù a dremen dre eizhbitoù en ho puhez niverel :
* Eñvor ho urzhiater zo mentet dre eizhbitoù
::Heñvel a-walc'h eo muzul an eñvorioù [[elektronek]] ouzh hini ar gorreadoù hag an dalc'hoù, nemet e krog dre '''kilo''' hag e kresk a-viliadoù : komzet e veze eus ''kilo-eizhbitoù'' (kE) e deroù ar stlenneg, '''1 kE''' o talvezout 1024 eizhbit. Buan eo kresket dalc'h an eñvorioù, setu e voe kontet e ''mega-eizhbit'' ('''1 ME''' = 1024 kE), neuze e ''giga-eizhbit'' ('''1 GE''' = 1024 ME) ha bremañ e konter e ''tera-eizhbit'' ('''1 TE''' = 1024 GE). Bez' ez eus dija eñvorioù e ''Peta-eizhbit'' ('''1 PE''' = 1024 eizhbit).

> Perak ''1024'' ha n'eo ket ''1000'' evel evit ar gorreadoù, da skouer ? Abalamour ma talvez 1024 kement ha ''210'', evel-just : daouredel da vat eo bed an urzhiataerezh betek-henn.
* Skrivañ a rit ''eizhbiteg''
::An arouezennoù a skoit war ho touchennaoueg a vez enboneget dre eizhbitoù hervez an doare [[:en:UTF-8|''UTF-8'']] peurliesañ.
* Gwelet a rit eizhbitoù
::Dre eizhbitoù e vez boneget al livioù a welit war ho skramm. Ha c'hoant hoc'h eus da welet al liv ''orañjez'' dre eizhbitoù ? Setu : '''WWWWWWWWWWWW'''.
::Mar gallit sellet ouzh chadennoù skinwel dre ho urzhiataer ez eo abalamour ma teuont betek ennañ gant pep a chomlec'h IP — ha ma vez unan gant hoc'h ardivink ivez.
* Tremen a rit dre eizhbitoù
::Ar chomlec'hioù IP (''Internet Protocol'') e ya 4 eizhbit d'o sevel. Unan (da nebeutañ) zo en ho urzhiataer, hag evit lenn ar bajenn-mañ ez oc'h tremenet dre ret dre un ardivink 192.168.1.1 e chomlec'h dekredel, ''11000000.10101000.00000001.00000001'' en eizhbitoù.
* Komz a rit ''eizhbiteg''
::Kement tra a rit gant ho pellgomz hezoug zo troet en eizhbitoù — ho mouezh zoken.

Ar ''bit'' (20) a oa e penn kentañ ar bed niverel ; buan eo deuet re bounner da embregiñ, alese krouadur an ''eizhbit'' (23). Setu an eizhbit deuet re bounner d'e dro, pa ne baouez ket an ezhommoù ag eñvor hag a dizh da greskiñ, setu emeur o klask sevel ur reizhiad nevez a vije diazezet war ar ''*c'hwezekbit'' (24) pe uheloc'h. Marteze ivez e tremenor d'ur reizhiad pevaredel pe uheloc'h.
== Notennoù ==
<references />

[[Rummad:Teknologiezh]]