Bugale Horus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
En deroù hervez, E. A. Wallis Budge <ref>Budge, E. Wallis. The Book of the Dead: The Papyrus of Ani. (1895)</ref>, e tougent ar pevar c'horn eus oabl [[Horus]]. Pep hini a oa sañset bezañ aotroù war ur c'hart eus ar bed hag en diwezh e teujont da vezañ doueed ar pevar avel : [[Hapi]] a oa hini an norzh, [[Douamoutef]] a oa hini ar reter, [[Amset]] a oa hini ar su, ha [[Kebec'hsenouf]] a oa hini ar c'hornôg.
 
Difenn a raent flugez balzamet ar re varv... Karget e oa [[Bugale Horus|pevar bugel Horus]] da wareziñ pep a [[listri kanopat|lestr kanopat]] disheñvel hag an organoù a oa ennañ gant skoazell doueezed disheñvel.
Lakaet e veze ivez pep lestr kanopat en ul lec'h resis eus ar bez a glot gant unan eus ar pevar avel.
 
Sellet e veze ouzh ar galon evel ouzh al lec'h ma veze an ene o chom, setu e veze lezet e-barzh ar c'horf balzamet. Soñjal a rae an Egiptianed ivez ne dalveze ket an empenn 'met da broduiñ gludenn. Lakaet e veze da vont da liñvenn gant aozadennoù a-ratozh ha tennet e veze diouzh ar glopenn. Chom a rae eta ar stomog (hag ar vouzellenn voan), ar skevent, ar bouzelloù hag an avu a veze lakaet pep hini en ul lestr disheñvel.
 
Setu amañ da-heul roll al listri gant an organ a veze miret enno, anv an doue hag an doueez gwarezer, hag an tu eus ar bez ma veze lakaet :