Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

1 546 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ar, az, bar, bg, bn, bs, ca, cs, da, de, el, en, eo, es, et, eu, fa, fi, ga, gd, gl, he, hr, hu, id, is, it, ja, ka, kn, ko, lv, ms, nl, no, nrm, pl, pt, ro, ru, sh, simple, sk, sl, sr, sv, ta, te, th, tr, uk, ur, zh)
 
Mary Jane Kelly, bet lazhet e-barzh ar gambr a feurme e [[Miller's Court]], a oa bet peurzivouzellaouet. Strewet e oa bet he flugez er pezh a-bezh dre m'en devoa bet Yann an Toullgofer amzer a-walc'h da ober evel ma plije dezhañ.
== Al lazhidi ==
* Ar re anataet :
:[[Mary Ann Nichols]]
:[[Annie Chapman]]
:[[Elizabeth Stride]]
:[[Catherine Eddowes]]
:[[Mary Jane Kelly]].
 
* Ar re vartezeet :
:Alice McKenzie, « Clay Pipe » he lesanv, bet ganet e-tro [[1849]], adkavet dic'hoûget d'ar [[17 a viz Gouere]] [[1889]] e Castle Alley.
 
:Frances Coles, « Carrotty Nell » he lesanv, bet ganet e-tro [[1865]], adkavet troc'het he goûg d'an [[13 a viz C'hwevrer]] [[1891]] e Swallows Gardens.
 
:Martha Tabram, gast anezhi, adkavet drouklazhet e kentañ estaj ur savadur (Georges Yard Building) d'ar [[7 a viz Eost]] [[1888]] diouzh ar beure, teir sizhunvezh a-raok na c'hoarvezje ar c'hentañ muntr « ofisiel ». 39 zaol kontell he devoa gouzañvet kement hag ur c'hloaz all graet gant ur goustilh pe ur [[vaionetez|vaionetez]]. Al lec'h ma oa bet kavet he c'horf a oa hogos e kreizig-kreiz lec'hioù ar pemp muntr all a oa bet lakaet war gont Yann an Toullgofer. Diouzh an danevell korfskej en devoa al lazher gwall foeltret ar c'hof, an divronn hag ar forzh. Padal, petra bennak ma soñje da bolis ar mare-se e oa Yann an Toullgofer pennkaoz d'an torfed-mañ ne oa prouenn ebet koulskoude.
 
* Reoù all :
:Annie Milwood, aet dezhi d'ar [[25 a viz C'hwevrer]] [[1888]], kaset d'an ospital hag aet da Anaon d'an [[3 a viz Meurzh]] [[1888]].
 
:Ada Wilson, aet dezhi d'an [[28 a viz Meurzh]] [[1888]] hep n'he dije kollet he buhez.
 
:Elizabeth Jackson, gast anezhi bet adkavet he c'horf dre dammoù en [[Tavoez]] etre an [[31 a viz Mae]] hag ar [[25 a viz Mezheven]] [[1889]].
== Notennoù ==
<references/>
Implijer dizanv