Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

1 488 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
:Elizabeth Jackson, gast anezhi bet adkavet he c'horf dre dammoù en [[Tavoez]] etre an [[31 a viz Mae]] hag ar [[25 a viz Mezheven]] [[1889]].
=== Lazhidi anataet ===
==== Mary Ann Nichols, « Polly » he lesanv ====
[[Fichier:Mary Ann 'Polly' Nichols.jpg|thumb|Luc'hskeudenn-kañv Mary Ann Nichols]]
Bet ganet Walker d'ar [[26 a viz Eost]] [[1845]] e Londrez, dimezet da William Nichols ha mamm pemp bugel, aet diouzh he gwaz abaoe [[1882]]. Lazhet e voe e-pad noz an [[31 a viz Eost]] [[1888]], d'he 43 bloaz ha douaret e {{Lien|fr=cimetière et crématorium de Londres|lang=en|trad=y of London Cemetery and Crematorium}} d'ar [[6 a viz Gwengolo]] [[1888]], niverennet 210752 he bez.
 
Adkavet e oa bet he c'horf etre 3e30 ha 3e45 diouzh ar beure e Buck's Row, bet troc'het he goûg, diskolpet he zeod ha boulc'het he c'hof ; he forzh a oa bet boulc'het don ivez. Goude bezañ skejet he c'horf e voe stadet e oa bet taget da gentañ hag e oa kleiziat an drouklazher, ar pezh a voe dislâret diwezhatoc'h gant meur a skiantour barrek war an torfedoù<ref>{{ouvrage
|langue=en|nom1=Stewart Evans, Keith Skinner|titre=The Ultimate Jack the Ripper Sourcebook|sous-titre=An Illustrated Encyclopedia|éditeur=Constable and Robinson|lieu=Londres|année=2000|passage=35}}</ref>.
 
E-barzh kazetennoù ar mare-se e veze lennet sof-kont ha kazi bemdez pennadoù diwar-benn maouezed drouklazhet, muturniet pe zevet bev. N'eo ket souezh neuze e vije bet kavet « iskis » an darvoud-mañ gante petrak bennak m'o devoa sachet evezh o lennerien ouzh doare ober divoas al lazher en ur ober ''Hini doullgofet Buck's Row'' eus ar paourkaezh maouez.
== Notennoù ==
<references/>
Implijer dizanv