Yann an Toullgofer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 45:
 
E-barzh kazetennoù ar mare-se e veze lennet sof-kont, ha kazi bemdez, pennadoù diwar-benn maouezed drouklazhet, muturniet pe zevet bev. N'eo ket souezh neuze e vije bet kavet « iskis » an darvoud-mañ gante petrak bennak m'o devoa sachet evezh o lennerien ouzh doare ober divoas al lazher en ur ober ''Hini doullgofet Buck's Row'' eus ar paourkaezh maouez.
==== Annie Chapman, « Dark Annie » he lesanv ====
[[Fichier:Annie Chapman mortuary photo.jpg|left|thumb|upright=0|Annie Chapman luc'hskeudennet goude bezañ bet drouklazhet]]
Bet ganet Eliza Ann Smith e miz Gwengolo [[1841]] e Londrez, dimezet da John Chapman e [[1869]] ha mamm div verc'h hag ur mab toc'h, lazhet e voe d'ar Sadorn [[8 a viz Gwengolo]] [[1888]] diouzh ar beure, e porzh diabarzh niverenn 29 Hanbury Street. Luduet e oa bet d'ar [[14 a viz Gwengolo]] [[1888]] e Manor Park.
 
Adkavet e oa bet en he gourvez, bet troc'het he goûg, peuzdistaget he fenn diouzh he c'horf. Digoret e oa bet he c'hof ha lakaet he bouzelloù war he skoaz dehou tra ma oa bet tennet he forzh, he c'hrozh hag an div drederenn eus he [[c'hwezigell (korfadurezh)|c'hwezigell]]. En he harz e oa un nebeud pezhioù moneiz hag ur golo paper skrivet deiziad an [[28 a viz Eost]] warnañ<ref>{{en}} [http://www.casebook.org/victims/chapman.html Informations sur Annie Chapman sur le site Casebook.org, section ''Annie's Clothes and Possessions'']</ref>.
 
Disklêriet en devoa un test o chom er savadur en devoa klevet ur vaouez o huchal « ''nann'' » en ur anzav ne oa ket bet kalonek a-walc'h evit sellout dre ar prenestr. Antronoz, ur plac'h vihan a gelaouas ar polis he devoa gwelet ur boullenn wad un nebeud tiez pelloc'h ac'hane : evit ar bolised e oa sur a-walc'h ur roud lezet war e lerc'h gant al lazher tra m'edo o kas gantañ an organoù edo o paouez tennañ diouzh korf al lazhiad.
 
Un nebeud deizioù diwezhatoc'h e oa bet lakaet harz war ur c'higer yuzev hag a oa o terc'hel ur stal er c'harter, John Pizer e anv, war zigarez e vije bet kavet un tamm eus un davañjer lêr war lec'hioù ar muntr. Ken abred all e oa bet lakaet an tamm lêr-se e-maez ar jeu dre ma oa d'ur feurmer eus ar savadur : gwalc'het e oa bet gantañ ha lakaet da sec'hañ. Karc'hariet e oa bet Pizer daou zeiz-pad, amzer d'ar polis d'e zidamall ha da sioulaat ar mor a dud a felle dezhe linchañ anezhañ.
 
Diwar neuze e voe graet diskiant trelatet pe vaniak revel eus an drouklazher, diouiziek war ar gorfadurezh. An diluz nemetañ a oa bet degaset gant un nebeud testenoù bet disklêriet gante o devoa gwelet Annie Chapman o toullañ kaoz gant un den un tog chase war e benn hag ur vantell hir du en-dro dezhañ. Lâret e oa bet ivez e kamme.
 
== Notennoù ==