Iain MacMillan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
D'an [[8 a viz Eost]] [[1969]] e-tro 10e00 diouzh ar beure e oa bet tapet al luc'hskeudenn-se gant MacMillan, hemañ ziwezhañ bet dibabet gant [[John Lennon]]. Pignet gant ur skeul en devoa tapet un nebeud klichedoù e-kerzh ar prantad bet roet dezhañ, da lâret eo dek munutenn na mui na ken ! Gant izili ar strollad sonerezh e oa bet choazet kliched ar golo a-barzh fin ar gont.
 
Div wech hepken en devoa MacMillan adlabouret gant ar Beatles kozh : da gentañ gant John Lennon ha [[Yoko Ono]] da geñver pladenn ''[[Happy Xmas (War Is Over)]]'' ha gant [[Paul McCartney]] evit e bladenn ''[[Paul Is Live]]'' o klask drevezañ hag ober goap ouzh al luc'hskeudenn mil vrudet o treuziñ ar straed gant ur c'hi.
 
Aet e oa bet da Anaon d'an [[8 a viz Mae]] [[2006]] e [[Dùn Déagh]] [[Skos]].