Yann an Toullgofer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 62:
Ar savadur ma oa bet kavet Elizabeth Stride en e borzh a roe bod da Yuzevien hag Alamaned. Troc'het don e oa bet he goûg ha, diwar desteni ur paotr-karr, e tiwade c'hoazh pa oa bet kavet ar paourkaezh maouez gantañ<ref>Testeni Edward Spooner, meneget e-barzh ''[[The Times]]'', [[3 a viz Here]] [[1888]]</ref>. Graet e voe ''Lucky Lizbeth'' gant ar gazetennerien eus an hini n'en devoe ket amzer al lazher d'he zoullgofañ, direnket ma oa bet gant un test.
 
Diwar ali arbennigourien 'zo n'halle ket an torfed-mañ bezañ bet sevenet gant Yann an Toullgofer : re verr an amzer ha re bell diouzh al lec'h ma oa da vezañ graet ar muntr da-heul.
Ouzhpenn ne oa ket bet taget al lazhiad met dic'hoûget war-eeun gant ur gontell ledan, berr ha falllemmet he lavnenn, disheñvel-mik diouzh an hini bet graet ganti da geñver ar pevar muntr all. Gant ur gontell tanav, hir ha lemm he lavnenn e oa bet lazhet ha gwall vuturniet Catherine Eddowes war-dro pemp munutenn ha daou-ugent diwezhatoc'h. Graet en divije ar muntrer gant ar memes seurt arm a-benn an div wech kentañ a-raok kemm a-benn an drede hag adober gant ar gontell gentañ a-benn ar bevare (45 munutenn diwezhatoc'h) hag ar bempvet. Arvestet en devoa un test, Israel Schwartz e anv, ouzh an argadenn gant un den mezv hag en devoa he zaolet war al leur en ur zistagañ gerioù bras. Bet keñveriet an holl ditouroù dastumet gant ar polis e seblante an argader-mañ bezañ an drouklazher ivez.