Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

Bet ganet d'ar [[14 a viz Ebrel]] [[1842]] e [[Wolverhampton]] ([[Staffordshire]]), ur verc'h ha daou vab he devoa bet gant he fried kleiz Thomas Conway. Bet lazhet d'an [[30 a viz Gwengolo]] [[1888]] e oa bet muturniet hag adkavet e liorzh foran [[Mitre Square]].
 
Merzheriet e oa bet Catherine Eddowes, sur a-walc'h peogwir n'en devoa ket gallet Yann an Toullgofer kas e « labour » da benn gant Elisabeth Stride (mar bez lakaet e oa bet lazhet houmañ gantañ). Adkavet e oa bet en he gourvez en ur boullennad wad, digoret he c'hof ha peurfoeltret he dremm : he [[fri]] ha he [[skouarn]] dehou boulc'het, ur V ledan treset war he fas gant ur gontell. Peuzdibennet e oa, toullgofet « evel ur pemoc'h en ur stal giger », lakaet he [[stomok]] ha he bouzelloù lakaet war he skoaz dehou, hec'h [[avu]] troc'het, unan eus he lounezhi hag he c'hrozh tennet kuit.
 
==== Mary Jane Kelly, dite « Ginger » ====
Implijer dizanv