Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

Merzheriet e oa bet Catherine Eddowes, sur a-walc'h peogwir n'en devoa ket gallet Yann an Toullgofer kas e « labour » da benn gant Elisabeth Stride (mar bez lakaet e oa bet lazhet houmañ gantañ). Adkavet e oa bet en he gourvez en ur boullennad wad, digoret he c'hof ha peurfoeltret he dremm : he [[fri]] ha he [[skouarn]] dehou boulc'het, ur V ledan treset war he fas gant ur gontell. Peuzdibennet e oa, toullgofet « evel ur pemoc'h en ur stal giger », lakaet he [[stomok]] ha he bouzelloù war he skoaz dehou, hec'h [[avu]] troc'het, unan eus he lounezhi hag he c'hrozh tennet kuit.
 
==== Mary Jane Kelly, dite « Ginger » he lesanv ====
[[Skeudenn:MaryJaneKelly Ripper 100.jpg|thumb|Luc'hskeudenn bolis Mary Jane Kelly tapet war lec'hioù ar muntr]]
Bet ganet e-tro [[1863]]-[[1864]] e kêr pe gontelezh [[Luimneach]] ([[Iwerzhon]]), intañvez Davies, e oa bet drouklazhet d'ar Gwener [[9 a viz Du]] [[1888]] e-tro teir eur diouzh ar beure e 13, Miller's Court. Douaret e oa bet e bered katolik Sant Padrig Londrez.
Diouzh danevell ar mezeg-lezenn e voe kalz euzhusoc'h an torfed-mañ eget ar re all :
''Emañ ar c'horf en e c'hourvez e kreiz ar gwele, troet ar penn war ar jod kleiz, an divskoaz a-blaen, ahel ar c'horf damstouet war an tu kleiz avat. En em gavout a ra ar vrec'h kleiz a-hed ar c'horf, an arvrec'h pleget a-skouer ha pozet a-dreuz ar c'hof. Ar vrec'h dehou, un tamm bennak distaget diouzh ar c'horf, a zo war ar vatarasenn, tra m'emañ an arvrec'h war ar c'hof, stardet ar bizied anezhi. Distok eo an divhar, ar vorzhed kleiz a-skouer gant ar c'horf bras tra ma tres ar vorzhed dehou ur c'horn anlemm gant ar [[moudenn|voudenn]]. Gorread diavaez a-bezh ar c'hof hag an divorzhed a zo bet diframmet tra m'eo bet tennet ar flugez diouzh kavenn ar c'hof. Troc'het eo bet an divronn adalek o diazezoù, muturniet an divrec'h gant meur a daol kontell dizingal ha n'haller ket anavezout an dremm. Gwiadoù ar goûg a zo bet troc'het betek an askorn. Strewet eo bet ar flugez a-stlabez : ar grozh, al lounezhi hag ur vronn a zo dindan ar penn ; ar vronn all e-kichen an troad dehou ; an avu etre an tried ; ar bouzelloù a-zehou d'ar c'horf ; ar [[felc'h]] a-gleiz d'ar c'horf ; berniet ez eus bet drailhennoù kig eus ar c'hof hag an divorzhed war un daol ; tennet eo bet ar [[kalon|galon]] ha n'eo ket bet adkavet''
 
== Notennoù ==
<references/>
Implijer dizanv