Diforc'hioù etre adstummoù "Iain MacMillan"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Iain MacMillan''', bet ganet d'an [[20 a viz Here]] [[1938]] e [[Càrn Fheusda]] ([[Skos]]) a oa ul luc'hskeudenner [[Breizh-Veur|breizhveuriat]] brudet abalamour ma oa bet savet gantañ luc'hskeudenn ar strollad [[The Beatles]] o treuziñ Abbey Road e [[Londrez]] evit golo o albom ''[[Abbey Road]]'', deuet da vezañ unan eus an anavezetañ er bed. Warni e c'halled merzout e oa [[Paul McCartney]] an hini nemetañ o kerzhout diarc'hen : diwar neuze e oa bet savet ar vojenn ma oa marv MacCartney !
 
D'an [[8 a viz Eost]] [[1969]] e-tro 10e00 diouzh ar beure e oa bet tapet al luc'hskeudenn-se gant MacMillan, hemañ ziwezhañ bet dibabet gant [[John Lennon]]. Pignet gant ur skeul en devoa tapet unc'hwec'h nebeud klichedoùkliche e-kerzh ar prantad bet roet dezhañ, da lâret eo dek munutenn na mui na ken ! Gant izili ar strollad sonerezh e oa bet choazet kliched ar golo a-barzh fin ar gont.
 
Div wech hepken en devoa MacMillan adlabouret gant ar Beatles kozh : da gentañ gant John Lennon ha [[Yoko Ono]] da geñver pladenn ''[[Happy Xmas (War Is Over)]]'' ha gant [[Paul McCartney]] evit e bladenn ''[[Paul Is Live]]'' o klask drevezañ hag ober goap ouzh al luc'hskeudenn mil vrudet o treuziñ ar straed gant ur c'hi.
Implijer dizanv