Mic'hail Bakounin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎E yaouankiz: Kendelc'her
D →‎E yaouankiz: Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 7:
Kaset eo neuze gant e dad da skol an [[artilherezh]] da [[Sankt-Peterbourg]]. Laouen eo da gentañ Mic’hail o tañva ur vuhez nevez, met buan e kav pounner [[aergelc’h]] ar [[kazarn|c’hazarn]] ha ne soñj nemet en un dra: tec’hout kuit. Un nebeud bloavezhioù war-lerc’h en gra evit gwir. Fuloret eo an tad pa oar ez eo tec’het e vab kuit.
Divizout a ra Mic’hail studiañ e Skol-Veur [[Moskva]], eno e kej gant [[Herzen]] hag Ogarev (prederourien poblelour ha sokialour) Sankt-Peterbourg. Bakounin n’eo ket reoliek-tre en e labour, met dedennet eo kenañ gant ar [[prederouriezh|brederouriezh]] alaman. E [[1840]] ez a Bakounin da v-[[Berlin]], gant skoazell Herzen, evit studiañ prederouriezh [[Hegel]]. Mont a ra da gentelioù Werder, kelenner war preder Hegel. Evel [[Karl Marx]] hag [[Friedrich Engels]] e kaso ar brederouriezh-se war an dachenn sokial ha diwhezatoc’h war hini [[an dispac’h]]. Kregiñ a ra Bakounin da zaremprediñ ar bodadoù demokratel. Polis kuzh an [[Tsar]] a zo neuze war e seulioù. Divizout a ra Bakounin mont da [[Suis]] a-benn pellaat diouzh ar [[spierezh|spierien]]. Da c’houde, e 1844, ez a da [[Pariz|Bariz]] e lec’h ma kej gant Marx hag Engels. Daremprediñ a ra an Alamanted hag ar Boloniz harluet, ha dreist-holl e ra anaoudegezh gant [[Pierre-Joseph Proudhon]]. Levezonet-tre eo Bakounin gant preder Proudhon. Er bloavezhioù da heul e tremen Bakounin e amzer o kaozeal hag o tabutal er bodadoù ha kelc’hioù demokratel e Pariz. Goulennet e vez digantañ gant ar Boloniz Yaouank prezegenniñ e koun an dispac’h polonat. Koustañ a raio ker dezhañ ar brezegenn-se pa c'houlenn groñs kannati Rusia ma vo skarzhet eus Bro-C’hall ken ez a neuze da repuiñ e [[Belgia]].
===War ar stoc’h===
E [[1848]] eo stenn an traoù dre [[Europa]] a-bezh. Dispac'hoù a grog un tamm e pep lec’h. E miz C’hwevrer e krog an dispac’h e Pariz, Bakounin a zistro eno. Dibuniñ er [[straed]]où, sevel stoc’hoù, tennañ war ar [[soudard]]ed, entanet eo Bakounin gant an aergelc’h-se. Skrivañ ra Bakounin er gazetenn "la Réforme", ennañ e tisklêr: « Faezhet e vo an dispac’h, ma n’a ket ar rouaned diwar wel dre Europa a-bezh ». Hervezañ eo ret d’an holl vroadoù en em zizober diouzh o mac’homerien. Da c’houde ez a Bakounin da [[Polonia|Vro-Bolonia]] e-lec’h m’emañ ar bobl o'n em sevel. Flastret eo an [[emsavadeg]] eno. Mont a ra neuze da [[Praha|Braha]] evit kemer perzh er bodad panslav e miz Even. Freuz ha reuz a zo e kêr e-kerzh ar bodad-se. Mont a ra neuze Bakounin da [[Dresden|Zresden]] e [[1849]], emsavet eo kêr, kas a ra an emsavadeg war-raok , met trec’het eo an emsavidi.