Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

1 670 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
 
Merzheriet e oa bet Catherine Eddowes, sur a-walc'h peogwir n'en devoa ket gallet Yann an Toullgofer kas e « labour » da benn gant Elisabeth Stride (mar bez lakaet e oa bet lazhet houmañ gantañ). Adkavet e oa bet en he gourvez en ur boullennad wad, digoret he c'hof ha peurfoeltret he dremm : he [[fri]] ha he [[skouarn]] dehou boulc'het, ur V ledan treset war he fas gant ur gontell. Peuzdibennet e oa, toullgofet « evel ur pemoc'h en ur stal giger », lakaet he [[stomok]] ha he bouzelloù war he skoaz dehou, hec'h [[avu]] troc'het, unan eus he lounezhi hag he c'hrozh tennet kuit.
=== Lazhidi all hag a c'hallfe bezañ lakaet war gont Yann an Toullgofer ===
Meur a vaouez all a oa bet argadet pe lazhet dres d'ar mare m'edo Yann an Toullgofer oc'h ober d'ar spont ren e Londrez : A-wechoù e vez lakaet lod eus an torfedoù-mañ war e gont.
==== Annie Millwood ====
Bet ganet e-tro [[1850]], argadet d'ar [[25 a viz C'hwevrer]] [[1888]] e White's Row ha kaset d'an ospital abalamour ma oa bet gwall c'hloazet he c'horf ha he divhar : kuitaat a reas an ospital ha mont da Anaon d'an [[3 a viz Meurzh]] [[1888]].
==== Ada Wilson ====
Bet ganet e-tro [[1868]], argadet d'an [[28 a viz Meurzh]] [[1888]] en he zi (19, Maiden Street) hep na vije bet kollet he buhez ganti.
==== Martha Tabram « Emma Turner » he lesanv ====
Bet ganet White d'an [[10 a viz Mae]] [[1849]] e Londrez, dimezet hag aet digant Henry Samuel Tabram he devoa bet daou vab gantañ. Drouklazhet e oa bet d'ar [[7 a viz Eost]] [[1888]] e George Yard, 39 zaol kontell en he c'horf. En abeg d'al lec'h, d'an deiziad ha da zegouezhioù he marv e vez lâret gant arbennigourien 'zo e c'hallfe bezañ unan eus lazhidi Yann an Toullgofer. Padal, ne oa ket bet na dic'hoûget na toullgofet evel ma oa c'hoarvezet d'ar maouezed all (estreget Stride). Emdroadur grevusted gloazioù lazhidi Yann an Toullgofer – doare ober merkus al lazherien a steudad – a laka da vartezeañ e vije bet Martha Tabram drouklazhet gant lazher brudet Whitechapel.
==== Elizabeth Jackson « Lizzie » he lesanv ====
Korf ar gast-mañ eus [[Sloane Square]], bet ganet d'an [[18 a viz Meurzh]] [[1865]], a oa bet adkavet dre dammoù en [[Tavoez]] etre an [[31 a viz Mae]] hag ar [[25 a viz Mezheven]] [[1889]].
 
==== Mary Jane Kelly, « Ginger » he lesanv ====
Implijer dizanv