Yann an Toullgofer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 75:
Diouzh danevell ar mezeg-lezenn e voe kalz euzhusoc'h an torfed-mañ eget ar re all :
''Emañ ar c'horf en e c'hourvez e kreiz ar gwele, troet ar penn war ar jod kleiz, an divskoaz a-blaen, ahel ar c'horf damstouet war an tu kleiz avat. En em gavout a ra ar vrec'h kleiz a-hed ar c'horf, an arvrec'h pleget a-skouer ha pozet a-dreuz ar c'hof. Ar vrec'h dehou, un tamm bennak distaget diouzh ar c'horf, a zo war ar vatarasenn, tra m'emañ an arvrec'h war ar c'hof, stardet ar bizied anezhi. Distok eo an divhar, ar vorzhed kleiz a-skouer gant ar c'horf bras tra ma tres ar vorzhed dehou ur c'horn anlemm gant ar [[moudenn|voudenn]]. Gorread diavaez a-bezh ar c'hof hag an divorzhed a zo bet diframmet tra m'eo bet tennet ar flugez diouzh kavenn ar c'hof. Troc'het eo bet an divronn adalek o diazezoù, muturniet an divrec'h gant meur a daol kontell dizingal ha n'haller ket anavezout an dremm. Gwiadoù ar goûg a zo bet troc'het betek an askorn. Strewet eo bet ar flugez a-stlabez : ar grozh, al lounezhi hag ur vronn a zo dindan ar penn ; ar vronn all e-kichen an troad dehou ; an avu etre an treid ; ar bouzelloù a-zehou d'ar c'horf ; ar [[felc'h]] a-gleiz d'ar c'horf ; berniet ez eus bet drailhennoù kig eus ar c'hof hag an divorzhed war un daol ; tennet eo bet ar [[kalon|galon]] ha n'eo ket bet adkavet''.
 
=== Lazhidi all hag a c'hallfe bezañ lakaet war gont Yann an Toullgofer ===
Meur a vaouez all a oa bet argadet pe lazhet dres d'ar mare m'edo Yann an Toullgofer oc'h ober d'ar spont ren e Londrez : a-wechoù e vez lakaet lod eus an torfedoù-mañ war e gont.
Linenn 84 ⟶ 83:
==== Martha Tabram « Emma Turner » he lesanv ====
Bet ganet White d'an [[10 a viz Mae]] [[1849]] e Londrez, dimezet hag aet digant Henry Samuel Tabram he devoa bet daou vab gantañ. Drouklazhet e oa bet d'ar [[7 a viz Eost]] [[1888]] e George Yard, 39 zaol kontell adkavet en he c'horf. En abeg d'al lec'h, d'an deiziad ha da zegouezhioù he marv e vez lâret gant arbennigourien 'zo e c'hallfe bezañ unan eus lazhidi Yann an Toullgofer. Padal, ne oa ket bet na dic'hoûget na toullgofet evel ma oa c'hoarvezet d'ar maouezed all (estreget Stride). Emdroadur grevusted gloazioù lazhidi Yann an Toullgofer – doare ober merkus al lazherien a steudad – a laka da vartezeañ e vije bet Martha Tabram drouklazhet gant lazher brudet Whitechapel.
 
==== Elizabeth Jackson « Lizzie » he lesanv ====
Korf ar gast-mañ eus [[Sloane Square]], bet ganet d'an [[18 a viz Meurzh]] [[1865]], a oa bet adkavet dre dammoù en [[Tavoez]] etre an [[31 a viz Mae]] hag ar [[25 a viz Mezheven]] [[1889]].
== Personelezh al lazher ==
 
=== Hervez Anderson ===
E pennad 9 ar c'hounskrid ofisiel - « ''The lighter side of my official life'' » - a oa bet savet gantañ e tispleg Sir [[Robert Anderson]] e oa an drouklazher, gouez dezhañ, ur « maniak revel eus ar re feulsañ », a orin eus [[Pologn]], bet desavet e renkad ar vicherourien hag o chom e-unan-penn en dachennad ma oa bet sevenet an torfedoù. E eiler, Donald Sutherland Swanson, en devoa skrivet e marz an diell : « ''Kosminski'' », oc'h ober dave d'ar [[skizofren]] [[Aaron Kosminski]] da vezañ an torfedour.
== Notennoù ==
<references/>