Yann an Toullgofer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 95:
Kroget e oa istor al lesanv-se gant ul lizher, ''Dear Boss'' e anv, degemeret d'ar [[27 a viz Gwengolo]] [[1888]] gant ar [[Central News Agency]] ha sinet ''Yann an Toullgofer''. Ne oa ket bet gwiriekaet evel bezañ bet dornskrivet gant al lazher ; sellet e vez ouzh al lizher-mañ evel un taol-esae da reiñ muioc'h a vrud d'an afer pe evel…lost al leue.
 
Skrivet e vije bet al lizher gant ur c'hazetenner eus ar pemdezieg '' The Star'', [[Frederick Best]] e anv<ref>{{en}} [http://www.casebook.org/timeline.html Casebook:« The August 1966 edition of Crime and Detection includes an article which describes how a journalist for the Star (named Best) claimed to have written all the "Jack the Ripper letters" ever sent to the press and police »]</ref>, hag en devoa c'hoant d'ober d'e bennadoù bezañ « fetisoc'h » o reiñ un anv d'al lazher. Hanter-kant vloaz abretoc'h, ur ''Yann'' faltaziek all en devoa gounezet brud er memes kêr : [[Yann e seulioù war winterell]]. Oberourien 'zo evel [[Philip Sugden]] ha [[Lionel Fanthorpe]] o devoa skrivet en dije gallet awenañ lesanv « Yann an Toullgofer »<ref>Philip Sugden ''The Complete History of Jack the Ripper'' p.260, Lionel Fanthorpe ''The World's Most Mysterious Murders'' p.115</ref>.
 
Chomet e oa bet bev al lesanv-se dre ma voe eilembannet al lizher er c'hazetennoù gant [[Scotland Yard]] engortoz da vezañ anavezet an doare skrivañ gant unan bennak.