Irienn ar Re Pazzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25:
N'eo ket an tiegezh Pazzi a voe pennaozer an irienn. Ar re [[Salviati]], a oa arc'hantourien ar pab e Firenze, eo a oa e-kreiz an afer. N'eo ket sur e teuas ar soñj eus Firenze ivez. Marteze e teuas eus Roma, eus penn ar pab.
 
Ar pab [[Sist IV]] [[Della Rovere]] a oa un enebour touet d'an Tiegezh Medici. Techet e oa, ken e oa, da reiñ kargoù hag enorioù d'e gerent ([[nepotegezh]] a vez graet eus se). Dilennet e oa bet e 1471, ha bec’h en doa gant ar re Medici diwar-benn kêrioù [[Imola]] ha [[Faenza]], a oa dae dalc'h [[Milano]], hag en devoa c’hoant da brenañ da reiñ d’e niz muiañ-karet [[Girolamo Riario]].
Prenet e oa bet Imola, ur c'hreñvlec'h <!--en hanternoz da Firenze--> , gant skoazell an ti-bank Pazzi petra bennak m'en devoa prometet [[Francisco de Pazzi]] da Lorenzo ne sikourfe ket ar pab d'ober. Evit trugarekaat ar re Pazzi en doa prometet ar pab reiñ dezho mengleuzioù [[alum]] Tolfa, a-bouez evit livañ gloaneier ha danvezioù, un dra ret en armerzh Firenze. Ouzhpenn-se e roas dezho ar gwir d'ober war-dro madoù ar pab ha da sevel arc'hant diwar ar gounidoù, ha ne oant ket bihan.
[[Girolamo Riario]], niz ar pab eta, an hini a voe lakaet da c'houarnour en Imola, ha [[Francesco Salviati (arc'heskob)|Francesco Salviati]] da [[arc'heskob Pisa]], ur gêr a oa bet kevezerez da firenze, hag a oa neuze e dalc'h Firenze.