Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

Diwar neuze e voe graet diskiant trelatet pe vaniak revel eus an drouklazher, diouiziek war ar gorfadurezh. An diluz nemetañ a oa bet degaset gant un nebeud testenoù bet disklêriet gante o devoa gwelet Annie Chapman o toullañ kaoz gant un den un tog chase war e benn hag ur vantell hir du en-dro dezhañ. Lâret e oa bet ivez e kamme.
==== Elizabeth Stride, « Long Liz » he lesanv ====
[[Skeudenn:Elizabeth stride 100.jpg|thumb|upright| Luc'hskeudenn-kañv <br>Elizabeth Stride]]
Bet ganet Gustafsdotter d'ar [[27 a viz Du]] [[1843]] e [[Torslanda]], distrig [[Göteborg]] ([[Sveden]]), mamm daou vugel ha torrdimezet e [[1876]] diouzh John Thomas Stride. Adkavet e voe divuhez he c'horf d'an [[30 a viz Gwengolo]] [[1888]] e porzh ar C'hleub Berner gant ur seurtanvet Louis Diemschutz. Douaret e oa bet en ''East London Cemetery'' (bez n° 15509).
 
Diwar ali arbennigourien 'zo n'halle ket an torfed-mañ bezañ bet sevenet gant Yann an Toullgofer : re verr an amzer ha re bell diouzh al lec'h ma oa da vezañ graet ar muntr da-heul.
Ouzhpenn ne oa ket bet taget al lazhiad met dic'hoûget war-eeun gant ur gontell ledan, berr ha falllemmet he lavnenn, disheñvel-mik diouzh an hini bet graet ganti da geñver ar pevar muntr all. Gant ur gontell tanav, hir ha lemm he lavnenn e oa bet lazhet ha gwall vuturniet Catherine Eddowes war-dro pemp munutenn ha daou-ugent diwezhatoc'h. Graet en divije ar muntrer gant ar memes seurt arm a-benn an div wech kentañ a-raok kemm a-benn an drede hag adober gant ar gontell gentañ a-benn ar bevare (45 munutenn diwezhatoc'h) hag ar bempvet. Arvestet en devoa un test, Israel Schwartz e anv, ouzh an argadenn gant un den mezv hag en devoa he zaolet war al leur en ur zistagañ gerioù bras. Bet keñveriet an holl ditouroù dastumet gant ar polis e seblante an argader-mañ bezañ an drouklazher ivez.
 
==== Catherine Eddowes, « Kate Conway » he lesanv ====
[[Skeudenn:Eddowes Mortuary Photo 2.jpg|thumb|upright|left|Kliched skej-korf Catherine Eddowes]]
Implijer dizanv