Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

1 733 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Chomet e oa bet bev al lesanv-se dre ma voe eilembannet al lizher er c'hazetennoù gant [[Scotland Yard]] engortoz da vezañ anavezet an doare skrivañ gant unan bennak.
=== Brud ===
E-skoaz lazherien a steudad all en devoe Yann an Toullgofer graet nebeut a lazhidi. Gallout a ra meur a abeg displegañ e vrud. D'an ampoent edo an holl gazetennoù o tiorren ha gwall gevezerezh a veze kenetrezo o klask war-lerc'h an darvoudoù biskoazh sebezusoc'h. Ouzhpenn, arloup hag ampartiz al lazher a oa souezhus-eston ken e oa : dibaot ar re gouest da zic'hoûgañ, da zibennañ ha da doullgofañ ur vaouez gant kement a ouezoni ha resisted war un dro. Primded Yann an Toullgofer ne voe ket dister e kresk e vrud ivez.
 
Meur a elfenn all o doa graet d'an drouklazher-se mont tre en istor ar c'hrim hag ar memor stroll. Ar pep hervekañ eo implij ar mediaou gant an Toullgofer e-unan moarvat, ar pezh a oa nevez d'ar mare-se. Meur a lizher a oa bet degemeret gant ar c'hazetennoù ha gant ar polis kement ha ken bihan ma voe lakaet e dorfedoù war wel e-pad meur a viz. Ha seul ma c'hwite [[Scotland Yard]] war serriñ ar muntrer seul ma kreske entan ar bobl. Diwar neuze e tiskouez al lizhiri sinet 'Ho servijour uvel Yann an Toullgofer' gant lizherennoù gwad bezañ bet skrivet gant ar c'hazetenner Frederick Best evit ober da dennadennoù [[The Star]] kreskiñ.
 
Ne oa ket bet diluziet ar c'hevrin a guzhe personelezh Yann an Toullgofer : ne voe ket lakaet harz war ar muntrer gant polis Kêr-Londrez, na zoken war un den bennak diskred warnañ. Adalek ar c'hentañ deiz betek an deiz a hiviz n'eus ket bet ehan ebet gant ar martezeadennoù a bep seurt.
 
East End Londrez en devoa roet ul leurenn dic'hortoz d'ar muntroù gant e c'hardennoù teñval, kemmeskailhez e engroez born, e aer diyac'h mat da zegas kleñvedoù a bep seurt : paourañ ranngêr ur gêrbenn divent-mat da vare an [[Dispac'h greantel]].
== Notennoù ==
<references/>
Implijer dizanv