Diforc'hioù etre adstummoù "Yann an Toullgofer"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Yann an Toullgofer''' ('''Jack the Ripper''' e [[saozneg]]) a veze graet eus ul [[lazher a steudad]] hag en devoa bevet e [[Londrez]] e dibenn an XIX{{vet}} kantved. Ul [[lesanv]] an hini eo dre ma ne oa ket bet kavet piv e oa ar muntrer-se e gwirionez : roet e oa bet dezhañ da-heul al lizher en devoa kaset d'an ajañs-kelaouiñ [[Central News]] m'en em ginnige evel-se ennañ. E-touez ar gisti a oa o labourat e ranngêr baour [[Whitechapel]] e tibabe e lazhidi ; pemp anezhe da nebeutañ a oa bet drouklazhet e [[1888]]. Ne oa ket bet diskoulmet an afer-se gant enklaskerien ar mare-se ha meur a aozer hag a arzour a oa bet broudet o awen abalamour da identelezh kuzh hag abegoù kevrinus al lazher pe...lazherien.
== An afer e berr gomzoù ==
[[Restr:Whitechapel Spitalfields 7 murders.JPG|upright=2|thumb|Lec'hioù ar muntroù - ''Osborn Street'' ([[Emma Elizabeth Smith]]), ''George Yard'' ([[Martha Tabram]]), ''Durward Street'' ([[Mary Ann Nichols]]), ''Hanbury Street'' ([[Annie Chapman]]), ''Berner Street'' ([[Elizabeth Stride]]), ''Mitre Square'' ([[Catherine Eddowes]]), ''Dorset Street'' ([[Mary Jane Kelly]]).]]
Implijer dizanv