Goulven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Sant '''Goulven''' (skrivet ivez ''Goulwen''), pe '''Goulc'hen''', a voe [[eskob]] [[eskopti Leon|Leon]] er {{VIvet kantved}}. Anavezout a reomp e vuhez dre ur skrid latin.
Ganet e vije bet e Bro-Leon, diwar tud bet deuet eus [[Enez Vreizh]], ha breur e vije da santez [[Peronell]]. Sevel a reas ur peniti en distro, en arvor Bro-Leon, e-kichen [[Plouneour-Traezh]], ha goude-se ur manati er memes lec’h, war douaroù a oa bet roet dezhañ gant ar c’hont Even. Hervez ar vojenn e voe roet da sant Goulven kement a zouar ha ma c'helle ober an dro anezhañ dindan un devezh (evel sant [[Gouenoù (sant)|Gouenoù]] e [[Gouenoù (kumun)|Gouenoù]]). Ur foz vurzhudus en em stummas war e lerc’h, da verkañ bevenn ar ''[[minic'hi|vinic'hi]]''. Eno emañ bremañ parrez ha kumun [[Goulc'hen]]. E-touez e ziskibled eno e voe sant [[Maden]].