Mekanik dre vurezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Klokaat etrewiki
Linenn 6:
Al labourioù kentañ diwar ar vurezh hag he implij a voe graet da vare an [[henamzer]]. Savet e voe gant Heron a Aleksandri er [[Iañ kantved]] an Eolipil, gwelet 'vel ur c'hoariel abalamour d'e c'halloudezh gwan, padal ur gwir keflusker dre vurezh e oa.

Ret e voe gortoz ar [[XVIIvet kantved]] evit ma teufe en -dro ar menoz da implij galloudezh ar vurezh. E [[1601]], [[Giovanni Battista della Porta]], hag e [[1615]] [[Salomon de Caus]] a ziskriv ur pomp gouest da skarzhañ an dour diouzh ur besel. E [[1629]] e sil Giovanni Branea menoz milinoù o vont en-dro gant ar vurezh, ar bloavezh da heul e tap David Ramseye ur brevet evit ur pomp o vont en-dro gant tan. GellaatGwellaat a ra e [[1629]] Edward Somerset raktres Caus dre bourveziñ ar gambr vurezh gant un distaner, sevel a ra ur skouerenn vras, hogen, mervel a ra a-raok m'en defe gellet lakaat e pleustr e ijinadenn.
[[File:Newcomen atmospheric engine animation.gif|frame|left|'''Mekanik dre vurezh
ijinet gant Thomas Newcomen ([[1664]]-[[1729]])'''
''Roz eo ar vurezh ha glas an dour ;
gwer eo an dorikelloù pa vezont serr,
ha ruz pa vezont digor'']]