Omsk : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: xmf:ომსკი
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Omsk''' (Омск e [[rusianeg]]) zo ur gêr vras eus [[Rusia]], e mervent [[Siberia]]. Poblet eo gant 1 129 281 a dud ha, gant se, ez eo an eil kêr vrasañ e Siberia, goude [[Novosibirsk]], hag ar seizhvet kêr vrasañ eus Rusia.
 
Emañ OmsOmsk war-hed 2 700 km er reter da [[Moskov|Voskov]] ha kêr-benn Oblast Omsk eo ivez. Emañ e kember ar stêrioù [[Irtych]] hag [[Om]] hag un arsav eo war al linenn hent-houarn a-dreuz Siberia.
 
Da vare [[Impalaeriezh Rusia]] e oa en Omsk sez gouarnour Kornôg Siberia. E-pad ur pennad berr, e 1918-1919, e voe kêr-benn [[Arme Gwenn Rusia]] a stourme a-enep ar volcheviked. Kêr-benn [[Kozaked]] Siberia eo ivez, ha sez eskopti Omsk ha Tara.