Tema (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Neal (kaozeal | degasadennoù) achu |
||
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''tem''' ([[saozneg|saoz.]]: ''topic'' pe ''theme'') evit
Ur wezh bet mennegt e teu an tem da vezañ "kozh keloù", da lâret eo ur stlenn gouvezet dija, da skouer:
*'''Ar c'hi''' a dantas ar plac'h
*'''Ar plac'h''' a oa bet dantet gant ar c'hi
*'''Ar plac'h''' e oa an hini e oa bet dantet gant ar c'hi
*'''Ar plac'h''', he dantañ a reas ar c'hi
'''Tem''' a reer eus an elfenn er frazenn ma vez termenet ganti ar pezh emeur o kaozeal diwar e benn ha '''[[Rem (yezhoniezh)|rem]]''' a reer ouzh ar [[prezegad]] ha vez deskrivet gantañ.
Ret eo ivez ober an diforc'h etre '''tem frazennel''' (saoz. ''sentence-level topic'') ha '''tem prezegennel''' (saoz. ''discourse-level topic''). Da skouer:
:''Brav ha tomm e oa ti Mikael. Ne felle ket dezhañ e guitaat, met rankout a reas mont kuit, te 'oar. Ha pebezh jardin ivez!''
Amañ eo bet termenet un tem prezegennel er frazenn gentañ (''ti Mikael''). En eil frazenn, avat, eo bet termenet un tem frazennel (''dezhañ'' = ''Mikael''). Ne gemm ket an tem prezegennel avat hag a-drugarez da se e komprener diouzhtu da betra e ra dave ar frazenn diwezhañ.
Meur a doare ez eus a yezh da yezh evit diskwel pegoulz eo bet kemmet an tem, da skouer e brezhoneg:
* Lakaat e penn ar frazenn:
'''''Brezhoneg''' a oaran''
'''''Te''' 'zo bras''
'''''Kanañ''' a ran''
* ''Hini'': '''''Eñ''' an hini e oa''
* Tu gouzañv: '''''Ganimp''' e oa bet graet''
* ''Hini'' + tu gouzañv: '''''Ganimp'' an hini e oa bet graet''
E yezhoù all, avat, evel ar [[japaneg]] e vez implijet gante ur '''framm tem-rem''' ma vez merket atav un tem nevez dre implijout elfennoù arbennik, dreist-holl [[merk an tem]], al [[lerc'henn]] (saoz. ''postposition''), は ''wa''.
Talvoudus eo merkañ an tem evit gallout ober hep rankout e adlâret gwezh ha gwezhall dre ma c'hell bezañ implijet [[Raganv|raganvioù]] en lec'h temoù bet meneget dija e meur a yezh. Gant yezhoù [[Amraganvelezh| amraganvelek]] evel ar japaneg avat e vezont diverket hepmuiken ha rankout a ra o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud.
==Gwelit ivez==
*[[
*[[Rem (yezhoniezh)|Rem]]
[[Rummad:Yezhoniezh]]
|