Enkadenn Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez
 
Linenn 132:
Hervez lod armerzhourien e vije ar bankoù aet e-maez eus o micher, p'o devoa prestet muioc'h ag arc'hant d'an arvrokerien eget n'o devoa lakaet en armerzh gwirion ar Stadoù-Unanet. War gresk atav e yeas priz al lodennoù en eskemmdioù betek ma ne voe mui den evit resteurel an amprestoù ; pa 'z eas eskemmdi New York d'an traoñ e savas pennfollerezh a sac'has reizhiad arc'hantel ar vro a-bezh ; tremen 8000 bank a reas freuz-stal etre 1929 ha [[1934]], ha dre ma ne oa mui arc'hant prestet e chomas an armerzh a-sav. <ref name="Galbraith">GALBRAITH John Kenneth, ''La crise économique de 1929'', Payot, Paris, 1970, adembannet e 2011 ISBN 978-2-228-90677-7 {{fr}}</ref>
=== Ar moneiz ===
[[File:Bundesarchiv Bild 102-12023, Berlin, Bankenkrach, Andrang bei der Sparkasse.jpg|thumb|<center>Un engroez tud o vont da dennañ o arc'hant diouzh an ''Darmstädter-und-Nationalbank'' e [[Berlin]],<br />d'an 13 a viz Goure 1931</center>]]
;• Re a voneiz
:Kalz re a voneiz a voe kenderc'het er bloavezhioù 1920 gant Bank-kreiz ar Stadoù-Unanet evit lakaat feur an amprestoù da zigreskiñ dre brestañ da vuioc'h a dud, ar pezh a grouas ur monc'hwezh <ref group="N">'''Monc'hwezh''' : kresk dizehan war an holl brizioù</ref> na c'halle ket padout. <ref> VON MISES Ludwig, ''Abrégé de "L'action humaine, traité d'économie", Les Belles Lettres, Paris, 2004 ISBN 978-2-251-39037-6 {{fr}}</ref>
Linenn 140:
:E deroù [[1922]], e [[Genova]] en [[Italia]], e voe savet ar reizhiad anvet ''Gold Exchange Standard'' ("patrom an eskemm aour") : ne vije tu da eskemm ouzh [[aour]] nemet an dollar amerikan hag al lur breizhveurek, gwerzh ar moneizoù all o vezañ termenet e-keñver an aour. Bez' e c'halle ar Stadoù o devoa gounezet ar Brezel-bed kentañ paeañ o dleoù e dollaroù pe e lurioù, o bankoù-kreiz o tegemer aour pe an daou voneiz-se.<br />
Pa veze dleoù gant ur Stad e veze tennet aour diganti ha krennet war an arc'hant a veze prestet dezhi. Peogwir e oa ar Stadoù-Unanet unan eus ar Stadoù a c'halle paeañ he dleoù e dollaroù e voullas dollaroù hag e lezas he dleoù da greskiñ betek tremen 350 % eus he c'henderc'had diabarzh kriz (KDK). <ref>93.6 % e oa e 2010, ha 94.1 % hini Bro-C'hall [http://www.oecd-ilibrary.org/economics/profils-statistiques-par-pays-tableaux-cles-de-l-ocde_2075227x OCDE] {{fr}}</ref> E-lec'h bezañ postet er greanterezh ez eas an arc'hant gant an arvrokerien, alese muioc'h-mui a c'halloud gant an eskemmdioù betek ma tisac'has ar berniad dleoù. Pa oa ar berniad-se diazezet war digempouez reizhiad arc'hantel ar bed a-bezh e voe tizhet armerzh ar bed a-bezh ivez. <ref>RUEFF Jacques, ''Le péché monétaire de l'Occident'', Plon, Paris, 1971 [http://www.institutcoppet.org/2011/01/12/jacques-rueff-le-peche-monetaire-de-loccident-1971/ Institut Coppet] {{fr}}</ref>
 
=== Re nebeud a brenadennoù ===
[[File:Poor mother and children, California 1936 by Dorothea Lange.jpg|thumb|<center>Ur familh e [[Kalifornia]], 1936</center>]]