Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Frañsez-Mari Laorañs''' (° [[29 a viz Genver]] [[1885]] e [[Melioneg]], [[Breizh]] - † [[19 a viz Here]] [[1914]] e [[Châlons-en-Champagne|Châlons-sur-Marne]] ([[Marne (departamant)|Marne]]), [[Bro-C'hall]], e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]]), a oa ur c'houer eus [[Melioneg]] ([[Breizh]]).
 
Soudardaet e voe eren 247{{vet}} Rejimant Troadeion gall e penn-kentañ ar [[Brezel-bed kentañ|brezel]]. E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] nepell eus kêriadenn [[Souain-Perthes-lès-Hurlus|Souain]] e departamant [[Marne (departamant)|Marne]] ([[Bro-C'hall]]), e voe gloazet '''Frañsez-Mari Laorañs''' en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg milourel Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe d’an [[18 Here|18 a viz Here]] [[1914]].
evit kement-se gant ur c'huzul-brezel ordinal bodet dre urzh ar jeneral [[Fernand Louis Armand Marie de Langle de Cary|de Langle de Cary]], penn ar 4{{vet}} Lu. Galleg hepken gant al lez-varn, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze '''Frañsez-Mari Laorañs''' nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’an [[19 Here|19 a viz Here]] [[1914]].