Louis Aragon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:1981 Louis ARAGON presente "La messe dElsa" Lyon (4486646469).jpg|thumb|right|200px|Louis Aragon e 1981]]
'''Louis Aragon''', barzh, kazetenner ha romantour [[Bro-C'hall|gall]] anezhañ, a oa bet ganet d'an [[3 a viz Here]] [[1897]] e [[Neuilly-sur-Seine]] ([[Hauts-de-Seine]] a-vremañ) hag aet da Anaon d'ar [[24 a viz Kerzu]] [[1982]] e [[Pariz]]. <br>Anavezet eo ivez abalamour d'e skoazell diehan d'ar Strollad komunour gall adalek [[1930]] betek e varv. A-gevret gant [[André Breton]], [[Paul Éluard]] ha [[Philippe Soupault]] e voe unan eus diazezerien al luskad [[dada]] e Pariz hag an [[dreistrealouriezh]]. Adalek dibenn ar bloavezhioù '50 e voe savet ha kanet sonennoù diwar e varzhonegoù gant [[Jean Ferrat]], [[Léo Ferré]] ha reoù all, oc'h ober d'e oberenn varzhoniel bezañ anavezet. ''Il n'y a pas d'amour heureux'', barzhoneg embannet ken abred ha [[1944]] en dastumad ''[[La Diane française]]'', a voe kentañ kanaouenn bet tennet eus oberennoù Louis Aragon : azasaet ha kanet e voe gant [[Georges Brassens]] e [[1953]].
 
{{DEFAULTSORT:Aragon, Louis}}