Yann Diarc'hen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
skeudenn
Linenn 7:
E servij ar [[paourentez|beorien]] e vez ha reiñ a ra sikour d'an dud pa vez [[seziz]]et Kemper gant lu [[Charlez Bleaz]] e [[1344]] ha [[1345]]. Pa zeu an [[naonegezh]] vras e [[1346]] e ra war-dro dastum an [[aluzen]]où e [[Kerne]] a-bezh. E diwezh ar bloaz [[1349]] e varv gant ar [[bosenn|vosenn]] dre m'en doa klasket pareañ an dud ha graet war-dro sebeliañ ar re varv.
 
Beziet eo bet e kouent ar Gordennerien hag ul lec'h evit [[pirc'hirinded|pirc'hirinañ]] e oa a-raok m'eo bet serret ar gouent da vare an [[Dispac'h gall]]. Lesanvet eo bet ar ''Santig Du'' hag eo chomet bev e [[azeulerezh]]. E-barzh [[iliz-veur Kemper]], tost ouzh ur [[releg]] dezhañ e vez lakaet [[bara]] war ur blankennplankenn gant tud zo da vezañ roet d'an dud paour. Un [[delwenn]] hag ur [[gwer-livet|werenn-livet]] (hemañ nevez) a zo ivez. Roet eo bet anv "Santig Du" d'ur [[straed]] e [[Kemper]].
 
Kavet e vez meneg eus e [[gouel|ouel]] e [[deiziadur]]ioù brezhon zo ([[15 Kerzu|15 a viz Kerzu]]).