Marco Polo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: lad:Marco Polo
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: xmf:მარკო პოლო; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Marco_Polo_portrait.jpg|thumb|Marco Polo]]
'''Marco Polo''' ([[15 Gwengolo|15 a viz Gwengolo]] [[1254]] – [[8 a viz Genver]] [[1324]]) a oa ur marc’hadour hag ur beajour, genidik eus kêr [[Venezia]]. Unan eus an Europiz kentañ eo bet o vont gant ''[[Hent ar seiz]]'' betek [[Sina]] (anvet gantañ ''Catai''). Kontet en deus e eñvorennoù beaj en ul [[levr]] anvet ''Il Milione'' (diwar ar ger italianek evit ''milion'' pe diwar al lesanv ''Emilione'' roet d’e [[familh]]). Evit lod ez eo Marco Polo ur beajour dispar, tra ma lavar lod all e oa ur fougeer.
 
Linenn 7:
A-raok Marco Polo e oa bet meur a veajour bras er familh. E dad ''Niccolò'' hag e eontr ''Matteo'' a rae [[kenwerzh]] gant broioù ar Reter. Beajet o doa dre [[Azia]] : eus [[Kergustentin]], ma oant o labourat, e oant aet betek [[Krimea]] ha pelloc’h goude-se betek kreiz Azia, a oa e dalc’h ar [[Mongoled|Vongoled]] d’ar mare-hont. Tizhet e oa bet Sina ganto e 1266, ha bet e oant e lez [[Impalaeriezh vongol|Impalaer ar Vongoled]], [[Koubilai C'han|Koubilai]], e Khanbaliq ([[Beijing]] hiziv). Deuet e oant en-dro da [[Italia]], evel kannaded an Impalaer mongol], gant ul lizher evit ar [[Pab]], ma c’houlenne an impalaer digantañ kas [[beleg|beleien]] d’an Impalaeriezh Vongol, evit kelenn doareoù ar c’hornôg da dud e vro.
 
[[SkeudennRestr:Путешествия_Марко_Поло_(1271-1295).jpg|right|thumb|Kartenn ar veaj]]
 
== An eil beaj ==
Linenn 13:
 
== ''Il Milione'' ==
[[SkeudennRestr:Marco Polo, Il Milione, Chapter CXXIII and CXXIV.jpg|thumb|200px|Ur bajennad tennet eus unan eus dornskridoù "Il Milione"]]
 
Pa zeuas en-dro eus Sina e [[1295]], e chomas Marco Polo hag e familh e Venezia. Eno e teujont da vezañ brudet, ha dont a rae kalz tud d’o gwelet ha da selaou o istorioù, met nebeud o c’hrede. Evit trec’hiñ war o disfiz, e voe pedet an dud d’ur banvez gant Marco Polo. Er banvez-se e oa gwisket tud e familh gant dilhad eus Sina. E deroù ar pred e tennas pep hini eus e c’hodelloù mein prizius ha bravigoù a bep seurt o doa bet e Sina. Ken souezhet e voe an dud ma kredas an holl e Venezia komzoù ar familh Polo goude se.
Linenn 32:
 
== Levezon Marco Polo ==
[[SkeudennRestr:MarcoPoloStatueInHangzhou.JPG|thumb|right|150px|Delwenn Marco Polo e [[Hangzhou]], e [[Sina]]]]
 
Daoust ma n’eo ket Marco Polo an Europad kentañ a vije aet betek Sina war droad (sellit da skouer ouzh [[Giovanni da Pian del Carpini]]), e levr a voe bras e levezon : brudet e voe e veaj gantañ hag e-pad pell e chomas al levr gwellañ diwar-benn ar broioù-hont.
Linenn 173:
[[wuu:马可·波罗]]
[[xal:Поло, Марко]]
[[xmf:მარკო პოლო]]
[[yi:מארקא פאלא]]
[[yo:Marco Polo]]