Kaozeal:Trenkenn dezoksiribonukleek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 3:
 
:: Ma teu eus ar ger gregach ''kutos'' eo ''kutozin'' an anv deveret e brezhoneg. Ha ma teu eus ar ger gallek ''cytosine'' eo ''sitozin'' ar ger brezhonek.
:: N'eo ket ar pennad ''sitozin'' hepken e vije da gemmañ met ivez : geriaoueg ar skiantoù hag an teknikoù gant Kreizenn Ar Geriaouiñ, an dornlevrioù implijet er skolioù brezhonek, hag ar gerioù bet desket gant ar c'hantadoù a vrezhonegerien a zo bet e lise Diwan. Prest out da gregiñ e-barzh ? --[[DibarImplijer:Degasadennoù/92.139.1.174Ben Herzog|92.139.1.174Ben Herzog]] 7 Her 2012 da 07:15 (UTC)
::: > κυτοσίνη eo ar ger, evel a ouzez hep mar > br:'''kutosin''' ez-reizh. Troet eo κ da ''s'' diwar levezon distagadur ar ''c'' gallek dirak ur vogalenn, ar pezh a zo direizh e brezhoneg. Ken direizh all eo ''s'' troet da ''z'' diwar levezon an distagadur gallek. Ne'm eus reizhet nemet ''k'', hogen gwir eo e rankjec'h reizhañ pep tra — krogomp da skrivañ ''likez'' e-lec'h ''*lise'', ha piv a reizho *''santimetr (sm)'' e-lec'h '''kantimetr (cm)''' e dornlevrioù Diwan, evel ma 'z eo dleet pa zoujer da reolennoù ar brezhoneg <u>ha</u> da reizhiad etrebroadel an unanennoù fizikel ?<br />
Un holloueziadur etrebroadel eo Wikipedia, un astenn eus Diwan n'eo ket, zoken pa 'z eo ar reizhiad Diwan unan vat. — [[Implijer:T42N24T|T42N24T]] ([[Kaozeadenn Implijer:T42N24T|kaozeal]]) 7 Her 2012 da 09:04 (UTC)
Linenn 10:
::::''«ha piv a reizho *santimetr (sm) e-lec'h kantimetr (cm) e dornlevrioù Diwan, evel ma 'z eo dleet pa zoujer da reolennoù ar brezhoneg ha da reizhiad etrebroadel an unanennoù fizikel ?»'' Skrivadur ar ger hag ar berradur n'o deus netra da welet: e kembraeg e skriver '''cilometr''' hag ar berradur a zo '''km''' (ha neket "cm", ar pezh a vefe diskiantel-rik!).--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|kaozeal]]) 7 Her 2012 da 09:26 (UTC)
 
::::: Ya, κυτοσίνη eo ar ger e gresianeg (ne ouien ket) met n'eo alese e teu ar gerioù er yezhoù all, brezhoneg hag all. Ar ger alamanek ''Cytosin'' a oa bet savet da gentañ, diwar ''cyto'' (gregach ha n'eo ket gresianeg), ''-ose'' hag ''-ine''. Dont a ra ''-ose'' eus ''glucose'' ha klotañ a ra gant al lostger ''-oz'' e brezhoneg ("gluk'''oz'''" e geriadur Roparz Hemon ; "ald'''oz'''", "all'''oz'''", "pent'''oz'''" hag all e lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg, memes tra gant Kreizenn ar Geriaouiñ). Marteze e fello dit "reizhañ" ar geriadurioù-se ivez. --[[DibarImplijer:Degasadennoù/92.139.1.174Ben Herzog|Ben Herzog]] ([[Kaozeadenn Implijer:Ben Herzog|92.139.1.174kaozeal]]) 8 Her 2012 da 1315:4123 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Trenkenn dezoksiribonukleek".