Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 46:
|}
* 28 GWE 12 : savet ar pennad [[Strollad eus an daolenn beriodek]]. Kalz liammoù goullo zo, evel-just. Mendare ha dav eo sevel ur pennad dre strollad, rak heveiz eo ez eus perzhioù boutin da elfennoù pep strollad. Me 'soñj din en o menegin war bajenn pep elfenn, kuit a sevel doubloù.
* 02 HEREHER 12 : savet ar pennadoù [[Danvez-tarzh]] ha [[Poultr-tarzh]]. Pa oan o labourat warno ez eus deuet soñj din eus ar vombezennig a oa er gazetenn ''Talabao'' gwezhall, "Tarzhig" hec'h anv ! Spontet on bet o welet kement a vunudoù en un dek pajenn Wiki all, hep berz ebet (war-bouez ar pennad spagnolek, me 'gred) — lakaet em eus unan, e ken degouezh ma teuje ur furcher bennak da glask laou en anv Surentez Diabarzh ar Stad C'hall pe me 'oar-me.
:[[File:Minimax pneumatische-Hupe Makrofon-spezial.jpg|left|100px]] <big>'''Tagadenn gentañ !'''</big>
 
A-berzh ur beleg, diwar-benn [[Tommaso d'Aquino]] er bajenn [[Kaozeal:Tomaz]]. Me 'soñje din bout bet splann ha seven evel dleet er Wiki (hag e pep lec'h all, din da c'houzout), hogen en Iliz evel e lec'h all ez eus tud a vicher a rankje ''studiañ ha kompren'' o dielloù-labour a-benn tapout un tamm reizhpoell kent lavaret bout a vicher, dres a-walc'h. E-lec'h respont da seurt ribardellajoù, koulz eo lenn Tommaso d'Aquino hag [[Aogustin Hippo]], a dalvez ar boan.
* 13 HER 12 : [[Skandiom]] ha [[Titaniom]] da gregiñ gant peuzechuiñ Taolenn an elfennoù kimiek. N'int ket klok, na pell alese, met piv a c'hall fougeal e sav pennadoù klok ?