Jadwiga Anjev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: fi:Jadwiga
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: sw:Hedwiga wa Poland; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Matejko Jadwiga.jpg|thumb|'''Hedwig Pologn''']]
[[SkeudennRestr:Polska 1386 - 1434.png|250px|thumb|right|250px|Pologn ha Lituania etre 1386 ha 1434]]
 
'''[[Jadwiga]] Andegaweńska''' (e poloneg), da lavarout eo '''Jadwiga Anjev''', abalamour ma oa eus [[Tiegezh Anjev]], pe '''Jadwiga Hungaria''' dre ma oa genidik eus ar vro-se, pe '''Jadwiga Pologn''' dre ma oa rouanez [[Pologn]], ganet e [[Buda]] ([[Hungaria]]) e 1373-1374 ha marvet e [[Krakow]] e [[1399]], a oa "roue" (''rex'') [[Polonia]] eus 1384 betek 1399.
 
Merc'h e oa da [[Loeiz Iañ]], (''Nagy Lajos'' en [[hungareg]], Ludwik Węgierski en [[poloneg]], Andegaweński - Anjev), roue [[Hungaria]] [[Pologn]], ha da [[Elesbed Bosnia]].
 
Anvet eo bet da santez gant an [[Iliz katolik]].
 
 
== He bugaleaj ==
Savet e voe Jadwiga e lez he zad e Buda hag e Visegrád, en Hungaria.
En 1378, pa oa 6 vloaz, e voe dimezet (sponsalia de futuro) d'ar priñs aostrian yaouank [[Gwilherm Aostria|Gwilherm Habsbourg]], ha tremenet he devoa bloaz e lez Vienna e ti danvez he zad-kaer, an impalaer santel [[Karl IV]].
En 1364, pevar bloaz a-raok ma oa ganet Jadwiga, e oa bet he zad e Kraków, pa oa festoù eno, ha neuze eo en doa graet marc'had gant an impalaer da zimeziñ o bugale. Mab Karl IV, Sigismund Luksemburg, an danvez-impalaer, a oa dimezet abaoe bugel da Mari, merc'h all Loeiz. Da gentañ e felle da Loeiz leuskel rouantelezh Pologn gant he c'hoar [[Mari Iañ Hungaria|Mari]], ha dimeziñ Jadwiga e Vienna.
 
== Ren ==
Goude marv ar roue Loeiz I<sup>añ</sup> e miz Gwengolo [[1382]] e oa bet kavet abeg e gwirioù he c'hoar henañ [[Mari Iañ Hungaria|Mari]], hêrez an div rouantelezh abaoe [[1379]], war gurunenn [[Hungaria]]. Neuze e oa anvet Hedwig da "roue" Polonia gant noblañsed ar vro-se abalamour ma o devoa c'hoant da baouez gant an unaniezh etre Hungaria ha Polonia.
 
Kurunennet e oa bet Hedwig e [[Krakovia]] d'ar {{Deiziad|15|Here|1384}}. Daoust ma vez lavaret « ar rouanez » anezhi bremañ, n'eo ket da ''rouanez'' hogen da roue e oa bet anvet Hedwig pa oa bet kurunennet : « Roue Polonia », « ''Hedvig Rex Poloniæ'' », ha n'eo ket « ''Hedvig Regina Poloniæ'' » e oa hervez ar skridoù. Gant implij ar jener gourel en he zitl e verked e oa klok he galloud riegez, e-skoaz an titl a rouanez a veze implijet kentoc'h evit ober anv eus gwreg ar roue.
Linenn 25:
Ar rouanez hag a gomze meur a yezh (latin, bosnieg, hungareg, serbeg, poloneg hag alamaneg) hag he doa asantet aberzhiñ he buhez personel evit mad hag amzer da zont he bro zo deuet da vezañ paeronez Polonia ha lakaet e oa da santez gant [[Yann-Baol II]] d'an 8 a viz Even [[1997]]. Lidet e vez he gouel d'ar 17 a viz Even<ref>[http://nominis.cef.fr/contenus/saint/10259/Sainte-Hedwige.html Gwelet santez Hedwig war Nominis.]</ref>.
 
== Skeudennaoueg ==
<gallery>
Image:Matejko UJ.JPG|Adsavidigezh Akademiezh Kraków gant ar rouanez Jadwiga.
Linenn 76:
[[sr:Јадвига Пољска]]
[[sv:Hedvig av Polen]]
[[sw:Hedwiga wa Poland]]
[[uk:Ядвіґа Анжуйська]]
[[zh:雅德维加]]