Norvegia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: chy:Norway
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 49:
 
== Istor ==
En amzer ar [[Vikinged]] e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an [[IXvet kantved]], ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an [[Faero|Inizi Faero]], [[Island]], enezeg [[Breizh-Veur]], [[Greunland]]. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e [[1387]] hag unanet e voe ar vro gant [[Danmark]] ha [[Sveden]] en [[UnaniezhUnvaniezh Kalmar]]. P’en em zistagas Sveden diouzh UnaniezhUnvaniezh Kalmar er [[XVIvet kantved]] e chomas Norvegia hec’h-unan gant [[Danmark]], evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe [[Norvegia]] diouzh ar peurrest eus [[Europa]] pa voe degemeret ar [[Protestantiezh|brotestantiezh]] er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus [[Europa]] war bez Sant Olaf e [[Trondheim|Nidaros]]. Goude ma voe faezhet gant [[Napoleon]] e rankas [[Danmark]] lezel Norvegia gant [[Sveden]] e [[1814]] (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel [[Greunland]], [[Island]], an [[Faero|Inizi Faero]], a chomas stag ouzh [[Danmark]]). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh [[Sveden]] nemet dre ma oa roue [[Sveden]] o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e [[1905]].
 
Neptu e chomas Norvegia e-pad ar [[Brezel bed kentañ]] ha klask a reas chom neptu ivez da vare an [[Eil brezel bed]], met taget hag aloubet e voe gant an [[Alamagn|Alamaned]] e miz Ebrel [[1940]] e-pad [[Emgann Norvegia]]. Ar Roue [[Haakon VII]] hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout da [[Breizh-Veur|Vreizh-Veur]]. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gant [[Vidkun Quisling]]. Dieubet e voe e [[1945]]. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien an [[AFNA]] hag an [[ABU]] (da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ, [[Trygve Lie]]). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet e [[Mor an Hanternoz]]. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont en [[Unaniezh Europa]] (e [[1972]] hag e [[1994]]).