Gégène : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Gégène - Génératrice pour torture à l'électricité.JPG|thumbnail|Ur benveg jahinañ implijet e brezel Aljeria]]
Ar ger Gégène a zo ur ger tennet eus luc’haj an arme c’hall hag ur stumm bihanaat eus ar ger « génèratrice », ganer-tredan pe tredanerez, ar pezh a dalvez ez eo un dinamo tredanek a servij da vouedañ ar pellgomzerioù distag ar maez. Ar « gégène » a oa implijet evit jahinañ tud en ur lakaat tredan da dremen dre o c'horfoù.
Hanter-kant vloaz 'zo, e-pad brezel Aljeria, e jahine soudarded Bro-C'hall gant tredan. Treiñ a raent ur gamblid. Dija d’ar mare-se e veze lazhet Aljerianed « ne oa ket evit bezañ drouk ganto met evit kavout titouroù a-benn saveteiñ buhezioù tud digablus », a veze lavaret d’an dud. Hanter-kant vloaz goude, an implijad-mañ nont ket ne vez ket implijet ar benveg-mañ ken rak savet ez eus bet lezennoù nevez evit harz ouzh an arme d’e implij.
Ar jahinerezh gant tredan a zo bet implijet abaoe ma zo eus mekanikoù da genel tredan. Goude int bet implijet gant arme Bro C'hall war dud an FLN (Front de Libération National), evit ma vefe roet titouroù gante.
An doare d’ober a oa da lakaat elektrodoù (+/-) war lodennou dizheñvel eus ar c'horf, evit ma tremenfe an tredan dre al lodennoù-se, peurvuiañ war an div skouarn pe c’hoazh war organegoù seksel ar baotred.
An teknik-mañ zo bet displeget mat e-barzh ur levr bet skrivet diwar-benn ar jahinerezh anvet «Le manuel de l'officier de renseignement», skrivet gant ar c'horonal Bigeard. Al levr zo bet embannet dre ar bed.